Kaozeal:Digne-les-Bains

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Intrudu personel : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Digne-les-Bains&diff=1597177&oldid=1597174

Ur soñj disin? Displeget em boa abeg ar cheñchamant, ha kempoell e oa, pa vez graet gant an anv okitanek evit an holl gêrioù all eus Okitania.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Her 2014 da 07:27 (UTC)[respont]
Un ankouazh ne oa ken ... meur a wech ne sinit ket, da gamarad Edgar ha te, pa fell deoc'h kuzhat tra pe dra. Diskouez pelec'h emañ an disentez-se wikipedel-se. Ma n'eo ket dibab an holl eo un dibab personel. Da c'hortoz lakaat da zibab personel da zibab ofisiel nevez eo an anv ofisiel gallek a dalvez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Her 2014 da 09:11 (UTC)[respont]
Betek-henn emañ an holl gêrioù eus Okitania en okitaneg war ar wiki-mañ (war-bouez ar re o deus ur stumm brezhonek), perak e vefe un nemedenn?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Her 2014 da 09:21 (UTC)[respont]

Diviz kemeret ganit? Ober kaset ganit? Goulenn a ran digant ar wikipedia brezhonek kemer un diviz ofisiel, ne vern pe hini. Da c'hortoz n'eo ket da hini-te eo ar reolenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Her 2014 da 09:25 (UTC)[respont]

«meur a wech ne sinit ket, da gamarad Edgar ha te, pa fell deoc'h kuzhat tra pe dra» eme Bianchi-Bihan. N'eo ket din-me da respont e-lec'h Sad Edgar. Evidon-me, n'eo ket ar wech kentañ e ra an tamall-se ouzhin, ha respontet em boa c'hoazh. Daoust da se e kendalc'h, divezh. Perak kenderc'hel da gontañ gevier?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Her 2014 da 09:52 (UTC)[respont]