Kaozeal:Devri
Neuz
Daveoù a vank : ar skrid brezhonek orin, ar skrid gallek, al levrioù m'emañ an droienn lakaet da fazius. — Keritiad (kaozeal) 13 Mez 2019 da 09:33 (UTC)
- A-du : n'eo ket sklaer an evezhiadenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Mez 2019 da 14:06 (UTC)
Farsus eo lenn :
- Pa gaver si pe fazi e c'haller kemenn da rener Devri, emañ ar postel e traoñ pep pajenn.
- N'eus erratum ebet avat, war bajenn ebet.
rak
- didalvez eo listenniñ ar fazioù, koulz o c'hemenn dre ar postel merket ;
- didalvez eo lakaat un erratum en ul lec'hienn web, dreist-holl goude bout kemennet ur fazi.
- 1. Kemennet eo bet ar fazioù-se. Evit a sell diniver/diviner en deus respontet an den meneget er pennad e vefe "reizhet ar pennger", met miz war-lerc'h n'en doa graet netra, n'en doa ouzhpennet erratum ebet, ken e oa bet divizet lakaat an ditour er pennad Wikipedia-mañ. Evit a sell treuz/trouz, n'en deus ket respontet c'hoazh, met sur a-walc'h e vo ar memes abadenn.
- 2. Mar bez diverket an droienn faziek un diniver (a) eus Devri e vo kollet da viken orin ar fazi, a gaver en oberennoù paper meneget er pennad, evel geriadur Martial Ménard, setu perak e rankfed ouzhpennañ un erratum e-barzh Devri, evel just, gant liv ruz da skouer, ha neket diverkañ ar fazi. 2.14.182.187 16 Eos 2019 da 20:18 (UTC)