Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Dasyprocta fuliginosa

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Marteze en abeg d'an adkasoù graet kent ?--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 09:42 (UTC)[respont]

Ur fazi zo en titl : *fuligunosa e-lec'h fuliginosa. --90.32.160.133 15 Gen 2016 da 10:18 (UTC)[respont]

Re wir ! Soñj mat am eus ne oan ket deuet a-benn da adkas ar pennad da Dasyprocta fuliginosa dre forzh kiañ war ar seurt fazioù. Mil digarez 'ta...--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 10:27 (UTC)[respont]
Me eo a zo pennkaoz da gement-se dre na'm boa ket merzet e oa bet krouet a-dreuz ar pennad (Dasyprocta fuligunosa) er penn-kentañ...--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 10:37 (UTC)[respont]
E-touez barregezhioù ur merour ma n'emaon ket o faziañ.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 10:48 (UTC)[respont]
Ez eus ur fazi gant ant titl a-bezh: « Agouti du » eo an anv mat... --Couiros22 (kaozeal) 15 Gen 2016 da 11:58 (UTC)[respont]
Displegit pelec'h resis emañ testeniekaet an anv-se neuze ?--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 12:25 (UTC)[respont]
Gwir eo e saozneg, serbeg, ruseg ha nederlandeg met gant an anv skiantel e ra ar yezhoù arall e Wikipedia, war-bouez ar galleg Agouti cendré ; dre ziouer a anv brezhonek testeniekaet e rankfe ar Wikipedia brezhonek gant an anv skiantel ivez, evel am eus gwelet e kalz pennadoù ? --90.32.160.133 15 Gen 2016 da 12:30 (UTC)[respont]
Ha n'eo ket ober ho penn hoc'h-unan atav, Aotrou Couiros22 ! Krogomp gant an anvioù skiantel da gentañ-penn hag e vo gwelet, da-heul, hag-eñ e vije anvioù boutin e brezhoneg. N'eo ket diaes da gompren, memes tra !--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 12:38 (UTC)[respont]
1 - N'on ket sur e vefe kalz kudennoù gant "Agouti du" e-lec'h "agouti louet", "agouti al ludu"... N'ez eus ket mil greüstedoù all ivez.
2 - Peur vo roet Dasyprocta fuligunosa un anv-boutin? N'ouzomp ket, biken martézé... ---Couiros22 (kaozeal) 15 Gen 2016 da 13:01 (UTC)[respont]
1 - Ha perak an diaoul e vefe deoc'h da zibab anvioù boutin al loened amañ ? Dreist-holl hep goulenn ali ar re all a vez o pleustriñ war an hevelep tachenn ingal ? Mar bije direbech ho prezhoneg da nebeutañ !
2 - Petra emaoc'h o klask amañ : ober d'an traoù mont war-raok en un doare skiantel pe ober plijadur d'ho lorc'h ?--Prieladkozh
3 - Lennit mat, Aotrou Couiros22 (Couiros: honnête, fidèle, sincère sañset) : biken n'ho lezin d'ober n'eus forzh petra gant ma yezh !--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 13:23 (UTC)[respont]
Pa 'z eus nep anv-boutin, ret eo reiñ unañ dre ziouer... --Couiros22 (kaozeal) 15 Gen 2016 da 13:29 (UTC)[respont]
A ya ? Ha petra zo kaoz ho poa adkaset ar pennad Otiz Ludwig (krouet gant an implijer Gouerouz e 2009) da Neotis ludwigii neuze ? Daoust hag-eñ ne vefe ket ho kredenn bersonel "Ober a ran 'pezh a garan ha kaoc'h d'ar re all !", Aotrou Couiros22 ?--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 13:44 (UTC)[respont]
Kavout a ran ma n'eo ket ken kaer da anviñ loened gant anvioù-boutin personel... Gweloc'h e vefe "Drongo Namib" da skouer...
La balle est dans votre camp. (Ur gevatal? ;-) --Couiros22 (kaozeal) 15 Gen 2016 da 14:17 (UTC)[respont]
Ya, ya... Trawalc'h bremañ. It da c'hoari gant ar vugale all, mar plij.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Gen 2016 da 15:41 (UTC)[respont]