Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Dark Vador

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Gant gwir abeg e oa bet kemmet ar skrid, 'm eus aon : Darth Vader = Dark Father, "Tad Teñval" (dre gemmañ kensonennoù), ar pezh a glot gant diazez Star Wars pa 'z eo DV tad (father > vader) Luke Skywalker, ha pa 'z eo troet war-du tu teñval (dark > darth) an Nerzh ; kement ha "kuzh" e talv dark/darth ivez, ar pezh a glot adarre gant an istor. — Lagad Zoltec (kaozeal) 3 Meu 2018 da 11:45 (UTC)[respont]

Demat, Evit awen an anv ya met er filmoù ne vez ket displeget kement-se. Marteze e vefe mammennoù ganeoc'h? Ha soñjomp ma vefe troet e Brezhoneg Star Wars, e vefe lakaet "Tad teñval" evel anv d'an dudenn? A galon --Dishual (kaozeal) 3 Meu 2018 da 11:59 (UTC)[respont]

E gwirionez n'eus mammenn ebet hag a lavar e dalv e anv "Tad teñval". Troet e oa "Dark Vador" e galleg e 1977 peogwir e oa re ziaes distagañ an "th" gant ar c'hallegerien, tra ken. Kalz sterioù a c'hall pep hini kavout da "Darth Vader".--Arko (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 16:52 (UTC)[respont]