Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Chapel-ar-Geunioù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eo ket a-walc'h laret " daveoù zo" na chom hep o diskouez : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Chapel-ar-Geunioù&type=revision&diff=1670816&oldid=1670812. 5 Du 2015 da 18:21 (UTC)

Pezh a ziskouez ne oa davenn ebet, peogwir eo bet ret lakaat, gant un tamm kunujenn bersonel evel zo dleet, hervez doare sevenaet Edgar: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Chapel-ar-Geunioù&type=revision&diff=1670823&oldid=1670817. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Du 2015 da 18:45 (UTC)[respont]
(Ho tagadenn da "Edgar" hoc'h eus postet tra ma oan o skrivañ ar pezh a zo amañ dindan)
Ne'm eus *laret netra, ha gouzout a rit mat pelec'h emañ daveoù holl stummoù brezhonek holl gumunioù Breizh 5 departamant : e GBAH, a-douez labourioù all ; mantrus e vefe mod all. A-hend-all, e gevred BZH5D emañ Chapel-ar-Geunioù, aes eo gwelet c'hoazh.
Emaoc'h o klask boulc'hañ ur brezel-embann (edit war), war a seblant, evit lakaat ho meno dreist an anadurezh. 90.32.160.118 5 Du 2015 da 18:52 (UTC)[respont]
Kement den n'eo ket a-du gant an aotrou "a ra ur brezel". Bro-Naoned zo e kreisteiz Breizh da galzik a dud. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Du 2015 da 18:54 (UTC)[respont]
OK, leun ma rastell ganeoc'h dija.
1) Pa ouzit bremañ evel ar vrezhonegerien desket all pelec'h emañ an daveennoù evit stumm brezhonek kement kumun Breizh a zo ha pa fell deoc'h e vefe merket splann an daveenn-se war pep pajenn (ha gouzout a rit pet kumun zo e BZH5D ?), ho pediñ a ran d'ober al labour e-lec'h magañ ar rummad "Pennadoù a vank daveoù enno" (sur on ez eus unan) ; peoc'h am bo e-keit-se, ha gallout a rin kregiñ da sevel pajennoù. Ha na zisoñjit ket adober al labour pa vo bet strobet ar c'humunioù hervez al lezenn c'hall nevez, dreist-holl !
2) Emañ Bro-Naoned e kreisteiz Breizh, ya, hogen Chapel-ar-Geunioù zo e gevred BZH, trawalc'h eo gouzout en em reteriñ pa lenner ur gartenn evit paouez da arguzenniñ er vann.
3) N'eus ket un "aotrou" ac'hanon, un dimezell ne lavaran ket, hag ur vicherourez : n'emañ ket ennon rogentez ar snobed. Edit war eo diverkañ kemmadennoù hep displegañ ar perag ; gwelet em eus e vezit kustum d'en ober, ha zoken da c'hoari ho tamm kontroller, evel e Kaozeal:Upupa marginata (ha gwir zo d'ober kement-se er Wikipedia-mañ, diverkañ eskemmoù pa vezer berr ? Dav e vefe goulenn digant Jimmy Wales).
4) Piv eo "Edgar" ? 90.32.160.118 5 Du 2015 da 19:54 (UTC)[respont]

Er c'hreisteiz emañ ar gevred, pe vice versa

[kemmañ ar vammenn]

An dud poellek a gaozefe evel tud, nemet Edgar, rak poellata, Edgar ne oar  : leugn da rastell hardizh eta. Me garfe gouzout penaos e c'haller larout emañ Bro-Naoned e kreisteiz bzh, hag ar chapel(-mañ) e gevred ar vro, p'emañ e gwalarn bro-Naoned. Sed aze ur burzhud a vo displeget dimp gant arguzennoù poellek? Hep mar, Edgar! Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Du 2015 da 20:33 (UTC)[respont]

Siwazh, peurnull eo ar pennad Breizh, n'eus kartenn ebet eus BZH ennañ zoken (grit war-dro 'ta, ma vo gwelet penaos e vez savet pennadoù mat). Neoazh :
"Edgar" ne oar ket poellata ? Ne vern, pa ouzit-c'hwi (a-hervez) ha pa ouzon-me ervat.
Ar pellañ er gornaoueg emañ Enez-Eusa, 5°6'W ; ar pellañ er reter emañ Gwared, 1° 1' W ; 3° 3' eo ar c'hreiz neuze.
Ar pellañ en norzh emañ Pleuvihan, 48° 50' N ; ar pellañ er su emañ Levieg, 46° 53' N ; 47° 57' N eo ar c'hreiz neuze.
Kostez Pluniav emañ kreiz douaroniel BZH neuze (47° 57' N, 3° 3' W). Aes ao da wiriañ pa dreser linennoù war kartenn Vreizh. Anat eo neuze emañ Chapel-ar-Geunioù er gevred e-keñver Pluniav, evel ma oa bet skrivet gant aozer ar pennad, a ouie gwelloc'h egedoc'h. Er su da Roazhon emañ, met er gevred da greiz BZH.
Emaoc'h o "poellata" evel ur Parizian : er su emañ Orléans evito, padal emañ en norzh e-keñver kreiz an tiriad. 90.32.160.118 5 Du 2015 da 21:32 (UTC)[respont]

Plijout a ra din an dud a ro urzhioù d'ar re all war ar wikipedia : n'anavezan nemet unan, ha 90.32.160.118 eo e lesanv hiriv. Mar demañ Chapel ar Paludoù e gevred Bzh, emañ Bro-Naoned en he fezh ivez. Neuze n'eo ket er c'hreisteiz emañ, ra vo embannet war ar groaz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Du 2015 da 22:30 (UTC)[respont]