Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Channel Islands

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Channel Islands eo an anv hollek roet da Jerzenez, hag all. Bianchi-Bihan 12 Gou 2011 da 15:19 (UTC)[respont]

E saozneg, ya, ha kement-se a c'haller lenn amañ. Met peurvuiañ ne reer ket gant an anvadur-se e brezhoneg evit an Inizi angl-ha-norman, din da c'houzout, ha n'eus skouer ebet eus implij an anvadur saoznek-se (evit an inizi-se) e pennadoù brezhonek hor Wikipedia. --Llydawr 12 Gou 2011 da 15:49 (UTC)[respont]
Pa weler an niver a anvioù divrezhonek a zo er wikipedia brezhonek e kredan n'haller ket ober evel pa ne vije nemet brezhoneg er bed: Lev Tolstoy (ha n'eo ket Leon), Herakles, São Pedro (ha n'eo ket Sant Pêr), South Dakota , Bouches-du-Rhône, ha miliadoù a re all... Menegiñ an anvioù e yezhoù hon amezeien (hag en un nebeud yezhoù all c'hoazh) zo tra ret ha dereat en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 12 Gou 2011 da 16:13 (UTC)[respont]
Ya, dereat eo o menegiñ evel ma reer amañ. --Llydawr 12 Gou 2011 da 20:34 (UTC)[respont]