Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Caius Julius Caesar

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Konsul pe Koñsul

[kemmañ ar vammenn]

Unan bennak en deus lakaet koñsul e-lec'h em boa lakaet konsul hervez geriadur Roparz Hemon.Bianchi-Bihan 23 Ebr 2006 da 20:21 (UTC)[respont]

Din da c'houzout ne gaver an heuliad [ns] e brezhoneg. Setu e vo distaget koñsul pe konzul abalamour d'ar sandhi, ha n'eo ket konsul. Evidon-me ez on ali gant geriadur an Here evit distagañ ha skrivañ koñsul.--Yun 25 Ebr 2006 da 09:26 (UTC)[respont]

Splann eo ma 'z eus d'ober gant koñsul : pa weler geriadur RH galleg-brezhoneg e komprener ez eus ur fazi e geriadur br-gl ha kadarnaet eo gant geriadur An Here. --Ch. Rogel 26 Ebr 2006 da 11:53 (UTC)[respont]

Treuzlizherennadur ar gresianeg

[kemmañ ar vammenn]

Un dra all da studiañ: mirout an "th" pe get en anvioù evel Athenas, Mithridates...Bianchi-Bihan 24 Ebr 2006 da 18:03 (UTC)[respont]

perak ne lakaez ket seurt kinnigoù war ar bajenn stag ouzh ar pennad treuzlizherennadur gresianek?--Neal 24 Ebr 2006 da 18:47 (UTC)[respont]

Peogwir n'anavezen ket ar bajenn, ha ne gomprenan ket treuzlizherennadur. Ha bremañ p'anavan ar bajenn e rankan anzav n'eo ket evit un den dizesk eveldon war ar gregach. Un den evel Alan Botrel en deus troet meur a gant pajennad diwar ar gresianeg a vefe talvoususoc'h e ali eget ma hini, anat.Bianchi-Bihan 25 Ebr 2006 da 14:00 (UTC)[respont]

treuzlizherennadur a dalv lizherennoù un doare-skrivañ bennak evit skrivañ ur yezh ma vez skrivet gant un doare-skrivañ all o lakaat da glotaat, seul wellañ ma c'heller, ul lizherenn gant ul lizherenn all hep derc'hel soñj eus reolennoù distagadur ar yezh orin (ha a denn kentoc'h d'an treuzkrivadur). a-raok ober kinnigoù a denn d'an dore da deuzskrivañ al lizherenn-mañ'l-lizherenneg (da skwer ar hini gresianeg) e vefe mat kompren un tammig ar meziadoù diazez.--Neal 26 Ebr 2006 da 12:28 (UTC)[respont]