Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Bragoù kof-gar

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Mat 'vo reiñ daveoù evit ar stummoù roet (3 anezho), pa ne gaver nemet bragoù damverr (stumm ha n'eo ket meneget) gant Ménard ha gant an Ofis.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 09:36 (UTC)[respont]

Ha deuet da vezañ Ménard hag OPaB daveoù ofisiel ?????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 12:10 (UTC)[respont]
Pep den a c'hall krouiñ ar gerioù en devez ezhomm, evel ma rae Jakez Konan, ha tud all, ha ma n'emañ ket an holl lorc'h e Pariz n'emañ ket ivez an holl skiant dindan bonedoù pennoù an Ofis Santel, Ménard pe D. Kervella, un tamm brezhoneg zo ivez e genoù ar re all, ha dizalc'h eo ar wikipedia, a-hervez.

Bremaik, gant lod, a gred bezañ pab amañ, ne vo ket a renk da implij ger ebet panevet ma vo bet benniget ganto. Da sutal gant ar bibien hag o sparfoù. Ar geriadurioù zo binvioù-labour, ha n'eo ket bizhier-pibien da eskumunugañ. Ha pa vijent disi e oar a-walc'h an holl oberourien e vano atav ur ger bennak da lakaat en adembannadurioù. Da c'hortoz o gwelout enne e vo kendalc'het da grouiñ diouzh an ezhomm. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 13:01 (UTC)[respont]

????? Ma oa bet meneget M. Ménard hag an Ofis ganin eo dre ma ne'm boa kavet un dra bennak nemet gant ar re-se. Ne'm boa graet nemet un dra reizh amañ, goulenn daveoù, hag en un doare — a gave din bepred — plaen ha seven. N'heller ket lavaret kemend-all eus ar respontoù. Un dra a zo sur koulskoude, n'a ket an traoù nag ar respontoù gant reolennoù ar Wikipedia a c'houlenn na ve ijinet netra (ha mat pe fall e vijent) (amañ ar bajenn saoznek "No original research" [1], hag ar rann a c'houlenn ober gant daveoù).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 15:18 (UTC)[respont]

Un toullad traoù a gaver ivez e lec'hioù all. Reolennoù ar Wikipedia a c'houlenn na ve ijinet netra : setu petra ur skouer splann eus kammimplij ar reolennoù da ober skoilh d'ar re all. Pa ijinez-te, ne welan ket perak ne vefe ket krouet ivez gant tud all. Evel-se bezet graet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 15:49 (UTC)[respont]

Ma fell dit kavout ur puñsad pennadoù ha ne heuliont ket da reolenn ha n'int ket meneget ez oberennoù : setu amañ:

Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Ebr 2014 da 15:54 (UTC)[respont]