Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Bongorz Schrenck

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Boulc'het e oa bet ar pennad e miz Ebrel 2010 gant Gouerouz en devoa dibabet ober gant « Bongorz Schrenck », moarvar diwar batrom pennadoù 'zo e yezhoù all :

  • (ca) Martinet menut de Schrenk
  • (cy) Aderyn bwn Schrenk
  • (en) Von Schrenck's bittern pe Schrenck's bittern
  • (fr) Blongios de Schrenck

En niverenn 286 (Mezheven 2016) eus hor Yezh e voe embannet ar pennad Un distro war anvioù laboused Europa (1) skrivet gant Divi gKervella :
[...]
Dave d'al labour kentañ (pajenn 5)
Lakaat a ran an daveoù da bennadoù pennañ P. Herbert, evel-se e c'hallo al lenner, mar kar,
gouzout diazezoù an dibaboù anvadurioù (da skouer HYZH.193 = Hor Yezh niv. 193).

Kinnigoù (pajenn 5)
An anvioù degaset ganin amañ n'int nemet kinnigoù, kement evezhiadenn ha kinnig a-berzh hol
lennerien a vo deuet mat.
[...]
1. AL LABOUSED HA N'INT KET GOLVANEGED
[...]
Urzhad Pelecaniformes
[...]
Kerentiad Ardeidae [HYZH.193] (pajenn 19)
[...]
Ixobrychus eurhythmus, Blongios mandchou, Von Schrenck's Bittern

Bongorz Mandchouria (Alm., Nl., Pt., Sp.)

Evn eus azia ar reter, darvoudel ral en Europa. [...].

  • (de) Mandschurendommel
  • (nl) Mantsjoerijse woudaap
  • (es) avetorillo manchú pe mirasol manchú

Diskouez a ra TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg :
Bongorz Mandchouria | m. | Bongorzed Mandchouria | Bonglios mandchou | Ixobrychus eurhythmus (étudié) --2A01:CB08:8BB7:F100:3C5B:B68E:97B1:69D1 24 Gen 2022 da 10:32 (UTC)[respont]

Fur e vefe terriñ an adkas eus Ixobrychus eurhythmus d'ar pennad-mañ, adkas Bongorz Schrenck da Ixobrychus eurhythmus ha menegiñ labour TermOfis e deroù ar pennad-se. 2A01:CB08:890E:C600:7E:9ACC:C939:74B8 24 Gen 2022 da 15:44 (UTC)[respont]
Ken fur all ho kinnig ha poellek ! Reizhit hardizh, mard eo mat deoc'h evel-just. Ne seblant ket bezañ gwall yac'hus aergelc'h al lec'h, siwazh.--2A01:CB08:8BB7:F100:D4AB:BEB2:E914:E5F7 25 Gen 2022 da 11:16 (UTC)[respont]