Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Barrennig-stagañ

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Evezhiadenn deuet eus ur pennad all

[kemmañ ar vammenn]

Eus Kaozeal:Morbig-Eurazia‎

... kavout a ra din e vez techet tud zo, pe en Ofis pe en lec'h all, da c'hoari gant an tiredoù tre evel e galleg (pe gwashoc'h), ha tre evel tud all gant boledoù pistolennoù, war an disterañ digarez:
Doareoù estreget an hini gallek zo. Ha n'eus nemet ar brezhoneg a ya da heul ar gallek!
Dre chañs e chom ganeomp Mor Breizh, met siwazh Mor-Bihan. Bianchi-Bihan 14 Mez 2009 da 10:30 (UTC)[respont]
Bepred ar memes randonerezh : Perak, abalamour da betra ha petra zo kaoz neuze e skriver Nieuw-Zeeland e Nederlandeg (gant barrennig-stagañ) [1] hag An Nua-Shéalainn e gouezeleg bro Skos (gant barrennig-stagañ) ? [2]
Gwir eo, re vuan em boa komzet db ar Zeland-Nevez-se, trugarez da ziskouez din e oan faziet, aotrou dizanv.
Met randonomp c'hoazh, rak yezhoù all zo:
Ur sell ouzh ar Stadoù-Unanet: e gouezeleg Skos: ga:Stáit Aontaithe Mheiriceá, hag e nederlandeg: nl:Verenigde Staten. N'eus nemet ar brezhoneg hag ar galleg, e-touez ar yezhoù tost dimp, a ra gant ar varrennig.
Faziet on en taol-mañ? Bianchi-Bihan 14 Mez 2009 da 17:41 (UTC)[respont]

Ur skouer souezhus all : Rummad:Rouantelezh-Unanet, pa gaver Rouantelezh Unanet a-hend-all... --Llydawr 16 Mez 2009 da 20:03 (UTC)[respont]

War a seblant n'eus nemet nebeudig a yezhoù, evel ar brezhoneg hag ar galleg, a blij dezho lakaat tiredoù e n'eus forzh pe zegouezh.
Evit Breizh-Veur da skouer (en:Great Britain) eo ar brezhoneg ar yezh keltiek nemeti :
Diego Duarez (en:Antsiranana) zo c'hoazh un afer all: peurvuiañ eo en:Diego-Suarez e saozneg, ha fr:Diego Suarez e galleg, met an daou a gaver en div yezh. Diwar anv ur Portugalad a oa Diego Soares e anv ha ne gavan roud ebet anezhañ er wiki portugalek. Bianchi-Bihan 19 Mez 2009 da 17:39 (UTC)[respont]