Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Balearez

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar stumm Balearez an hini a gaver e geriadurioù Roparz Hemon, hag er skridoù brezhonek betek-henn, din da c'houzout. Llydawr 22 Du 2009 da 10:36 (UTC)[respont]

N'on ket a-enep kemmañ na tamm ebet. Un diforc'h a welan avat etre "Ar Balearez" (anv-kadarn) diouzh un tu, hag a vefe mat evit komz eus an enezeg hec'h-unan hag "Inizi Barearek" (anv-gwan) evit komz eus ar Gumuniezh Emren (ne oa ket anezhi da vare Roparz Hemon, d'am soñj...). Neal (Kaozeal) 22 Du 2009 da 12:35 (UTC)[respont]
Eus pelec'h e teu an anvadur "Inizi Balearek" ? --Llydawr 22 Du 2009 da 20:41 (UTC)[respont]
Ma kemerer da ziazez Balearez en em gaver gant an anv-gwan Balearezat. Me gred e vije gwell ober gant ar Balearez, hag an Inizi Balear. Bianchi-Bihan 23 Du 2009 da 05:28 (UTC)[respont]
A-du gant Bianchi-Bihan evit chom hep sevel un anv-gwan "balearezat". Met kavout a ra din e c'haller ober gant ar stumm "Balearez", pe e vefe "inizi" dirazañ pe ne vefe ket, war skouer anvioù all evel Kanariez, Komorez... N'eo ket un anv-gwan zo goude "enez" pe "inizi" pa lavarer Inizi Glenan pe Enez Eusa. --Llydawr 23 Du 2009 da 17:12 (UTC)[respont]
Kudenn ebet. Graet e vo hervez kinnig B-B neuze, oc'h ober gant ar stumm "Inizi Balear" evit envel ar Gumuniezh Emren ha "Balearez" mar bez ezhomm evit ober diouzh an enezeg hec'h-unan. Trugarez. Neal (Kaozeal) 23 Du 2009 da 18:01 (UTC)[respont]
Graet Kemmet ha graet war dro an holl pennadoù liammet outañ. Neal (Kaozeal) 23 Du 2009 da 18:10 (UTC)[respont]