Kaozeal:Aval-orañjez
Neuz
N'emañ ket "aval-orañjez" ha n'eus tildenn ebet e geriadur H. du Rusquec p. 334, Morlaix, 1886.
Orange sf. Fruit à pépins. Oranjezen f. pl. oranjez, aval aour m. pl. avalou aour.
Kevregourez (kaozeal) 18 C'hwe 2022 da 18:11 (UTC)
- Nann, ne oa ket bet "ijinet" an ñ brezhonek c'hoazh e 1886. Abalamour da se, ha pa oa diezhomm ar ger (oranjez) er pennad (hag ar ger orañjezennoù ivez), e kave din ne oa ket ezhomm ober anv eus ar geriadur-se: wikipedia n'eo ket ur geriadur, nag ur geriadur istorel, am eus bet desket abaoe ma labouran amañ. IPoù zo a vo mat kelenn war se : wikipedia n'eo ket ur geriadur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2022 da 19:21 (UTC)
"IPoù zo" a wel n'emañ ket aval-où aour er pennad, padal emañ en HDR, a ranker menegiñ peogwir eo ur geriadur brezhonek m'emañ ar ger. Ha disheñvel eo orañjez, na c'haller ket kontañ, diouzh orañjezennoù a c'haller kontañ, Aotrou "kelenner". --2A01:CB08:890E:C600:80F:1DE1:FFF0:94F4 18 C'hwe 2022 da 20:00 (UTC)
- Ipoù zo eta a sonj eo ur geriadur eo wikipedia.
- Hervez ur reolenn, dianav da IPoù zo marteze, e ranker sevel pennadoù gant un anv unan. Al liester zo danvez pennadoù er wikeriadur, e-lec'h ma c'halli lakaat aval-aour hag avaloù-aour ma kerez , ouzhpenn aouraval a zo eno dija. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2022 da 20:53 (UTC)