Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Andalouzia

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Reizhskrivadur

[kemmañ ar vammenn]
  • Andalucía eo an anv spagnolek, evel meneget er pennad ; /andaluˈθi:a/ eo an distagadur spagnolek.

Perak neuze skrivañ "Andalouzia" e brezhoneg, pa vije "Andalousia" tostoc'h d'an distagadur orin ?

Un evezhiadenn boellek. Perak n'eo ket sinet avat? Muioc'h a bouez he defe. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Gen 2014 da 12:39 (UTC)[respont]

Kemmet em eus "Andalouzia" > Andalousia er skrid, rak gwir eo n'eus abeg ebet d'ar /z/ ; lezet em eus an titl evel m'emañ (ur rummad zo).
"Andalouzia" e-lec'h "Andalousia" evit Andalucía, met chomet eo Murcia e-lec'h "Moursia" (pe Mourzia). Tamm kempoell ebet aze. Rudlamot (kaozeal) 30 Ebr 2015 da 14:20 (UTC)[respont]

Andalouzia e Geriadur Roparz Hemon abaoe 1970 da vihanañ. Ar bajenn saoznek a ro an daou zistagadur e spagnoleg ( [andaluˈθi.a, -ˈsi.a]), da lavaret eo e klot an distagadur kentañ gant ur skrivadur gant "z" (ma'm eus komprenet mat, eo techet spagnoleg Andalouzia da zistagañ /s/ e-lec'h /z/ (an anv Cádiz a vez distaget gant /s/ er vro-se, tra ma vez distaget gant /θ/ e spagnoleg 'standard'), setu marteze an abeg eus ar skrivadur -cía). E meur a yezh e kaver /z/ evit anv ar vro-se (evel e portugaleg).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Ebr 2015 da 14:59 (UTC)[respont]

Dres ar pezh a oa bet skrivet tremen bloaz zo gant un den, hag hiziv ganin : n'eus distagadur /z/ neblec'h, /θ/ pe /s/ zo. Met mard eo skrivet e geriadur R. Hemon... Gwazh a se, chom a raio ar fazi ha levezon ar galleg war ar Wikipedia brezhonek. Trugarez evit ar respont memestra. Rudlamot (kaozeal) 30 Ebr 2015 da 19:28 (UTC)[respont]

Distro Edgar

[kemmañ ar vammenn]

Sinoù zo, evel-se, bep an amzer, o tifoupañ e pennad pe bennad, hag a ziskouez distro Edgar gant e sorc'hennoù, atav ar memes re, gwech hep sinañ, gwech gant un anv dibabet fin. 2.12.7.146 30 Ebr 2015 da 17:51 (UTC)[respont]

Furchet em eus evit kompren ar glufanadenn-se ; disorc'h : anat eo eo Bianchi-Bihan pennsorc'hennaouer ar Wikipedia-mañ, pa wel "Edgar" e kement postadenn na blij ket dezhañ evit abeg pe abeg. Eil disoc'h : 2.12.7.146 = Bianchi-Bihan, a vez alies o tufañ war an dud a labour dre ur chomlec'h IP (evel e penn ar bajenn-mañ). Trede disoc'h : mar skrivan-me « 2 x 2 = 4 » e vin lakaet da "Edgar" mard eo bet skrivet kement all c'hoazh gant "Edgar" e 2006, ha « 2 x 2 = 4 » a vo lakaet da sorc'henn "Edgar". Pevare disoc'h : n'eo ket bet pell Bianchi-Bihan o klask trouz d'ur c'henlabourer nevez-deuet d'ar Wikipedia brezhonek – gwelet em eus ez eus bet meur a zen o tilezel en abeg da gement-se. Ma, emaon o labourat war ur pennad am dedenn hag a zo da reizhañ ; echuiñ a rin al labour, postet e vo, ha gwelet e vo pa vo veno. Ar pezh a zo diarvar, ne lezin den ebet da'm gaiañ, ha pa vefe "Edgar" e-unan !
Evit a sell ouzh dibab ma anv : krennadur anv ar straed m'on bet ganet eo, poan am eus o welet ar pezh a zo fall ennañ. Rudlamot (kaozeal) 30 Ebr 2015 da 19:28 (UTC)[respont]
Dres ar pezh a oa bet skrivet tremen bloaz zo gant un den, hag hiziv ganin : n'eus distagadur /z/ neblec'h, /θ/ pe /s/ zo. Anvioù, mar plij. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mae 2015 da 09:32 (UTC)[respont]