Mont d’an endalc’had

Kaozeal:An Tri Enorus hag ar Pemp Impalaer

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

da'm so164j e vefe gwelloc'h treiñ gant "an tri den enorus". Enorus zo un anv-gwan setu tout.--Kadwalan 18 Ebr 2007 da 15:47 (UTC)[respont]

An Tri Enoruz

[kemmañ ar vammenn]
A-du on ganit: enorus zo un anv-gwan, ha gant-se n'hall ket bezañ lakaet war-lerc'h ar ger-mell. Sed ar reolenn.
Ha talvezout a ra ar reolenn-se amañ? N'on ket sur.
Rak amañ emañ war-lerc'h daou. Memes tra eo? N'on ket sur.
Met amañ emañ war-lerc'h an daou. Ha sur on n'eo ket ar memes tra.
  • Lavaret e vo : an daou-mañ, an tri-se, ar peder all.
  • Hervez ar reolennoù, ne vez implijet -mañ, se, all, nemet war-lerc'h un anv-kadarn.
  • Tri zo un anv kadarn war-lerc'h ar ger-mell eta.
  • Neuze e c'hall un anv-gwan (all, enorus pe unan all) dont d'e heul: an div vat-se, an teir yaouank-mañ.
Un doare all zo da welout an traoù: em geriadur e lennan: eüruzien (met eüruz n'emañ ket e-barzh, un tamm sot eo a gavan).
Kinnig a ran :An Tri Enoruz. Ha lakaomp an anv-kadarn-se en hon geriadurioù.
Met ma chom evel emañ, mat din ivez. Kergidu 19 Ebr 2007 da 02:42 (UTC)[respont]


Gwir eo a lavarez, kavout a reer an anv gwan war-lerc'h tri pe daou a-wezhoùigoù. Raganvioù pegementiñ a rafen eus an niveroù-se da neuze. Divoas eo avat. Ne fell ket din sevel gerioù pe implijoù divoas eus ur ger (enorus/enoruz) hep ezhomm groñs. Setu gwelloc'h e vefe din amañ ober gant un doare eeun ha digudenn da dreiñ ar ger "(personne) honorable" kentoc'h evit ober gant stummoù divoaz pe n'int ket testeniekaet zoken evit klotañ gant ar yezh orin. "Traduttore, traditore" e-giz ma vez lâret pe un dra bennak e-giz-se.
Ar respont a-us a oa bet kuzhet: e ziguzhañ am eus graet.
Un dro-lavar hag a zo mat ne ran ket forzh e vije divoaz: pe ez eo mat pe n'eo ket.
Ma c'hallez lakaat da zibaboù personel e c'hall nep piv bennak all ober kemend all, keit ha ma chomo brezhonek ar brezhoneg.

Kergidu 20 Ebr 2007 da 13:49 (UTC)[respont]