Mont d’an endalc’had

Kaozeal:An Treoù-Leon

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Eus pelec'h e teu An Treoù-Leon? Togoù Leon, a vo lavaret, ha n'eo ket an togoù Leon. Bianchi-Bihan 3 Her 2009 da 10:07 (UTC)[respont]

Dav 'vefe goulenn digant tud an Ofis [1].--Gwendal 3 Her 2009 da 10:11 (UTC)[respont]
An Drinded-Porc'hoed, An Drinded-Karnag pe An Drinded-Plouzane a gaver koulskoude. --Llydawr 3 Her 2009 da 11:45 (UTC)[respont]
Ne vefe ket posubl pellgomz d'an ti-kêr evit goulenn ganto peseurt stumm a implijont ? --Y-M D 3 Her 2009 da 12:00 (UTC)[respont]
Hag ivez Ar Forest-Landerne, Ar Roc'h-Morvan, Ar Merzher-Salaun, Ar C'hloastr-Plourin... Ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h, lavaret e vez evel-se. Ha perak pas mont da gaout abeg en ur grogenn-sant-Jakez, ar vuoc'hig-Doue, div yar-Indez?Trec'hlid mitonet 3 Her 2009 da 12:25 (UTC)[respont]

Ur goulenn e oa, graet evit kaout ur respont, pe meur a hini: brav eo deskiñ un dra bennak en un holloueziadur, rak un tamm skort e vez displegadurioù ar panelloù-hent, goude ma vefent divyezhek. Ma ne blij ket ar goulennoù n'eo ket ret respont. Lavaret e vez evel-se, a lennan. Moarvat ne vez ket graet gant kalz tud. E Leon e vez lavaret An Treoù diouzh a ouzon. E Treger e vez lavaret An Trevoù, ha mat pell zo, Tregigneg zo ur rann all eus ar gumun. Ma kredfen ober ur goulenn all e c'houlennfen abaoe pegoulz ez eus eus an anv An Treoù-Leon: nevez zo? Kement-se zo danvez holloueziadurel ha kement tamm anaoudegezh fraezh a vije da lakaat er pennadoù. Ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h: goulenn zo klask kompren, ha n'eo ket klask abeg. Bianchi-Bihan 3 Her 2009 da 15:23 (UTC)[respont]

E levr Erwan Vallerie diwar-benn an anvioù-parrez, ne gaver nemet stummoù evel "Treoù", hep "Leon" (Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez, corpus, p. 225). Ar goulenn savet gant Bianchi-Bihan a chom eta : pelec'h e kaver ar stumm "An Treoù-Leon" (hag ar memes goulenn evit "an Treoù-Kerne") ? --Llydawr 3 Her 2009 da 15:35 (UTC)[respont]
Kaset 'm eus un e-mail d'an ti-kêr evit goulenn ganto, marteze o do ur respont arguzennet hag a c'helfe sikour ac'hanomp evir hor preder. A galon --Y-M D 4 Her 2009 da 10:14 (UTC)[respont]