Ar Merzher-Salaun
Evit al lec'hioù all anvet ar Merzher, gwelit ar pennad Merzher (disheñvelout).
Ar Merzher-Salaun | ||
---|---|---|
Kloz-iliz ar Merzher. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | La Martyre | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Plouziri (betek 2015) Pont-ar-Veuzenn (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29144 | |
Kod post | 29800 | |
Maer Amzer gefridi | Chantel Soudon 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro Landerne-Daoulaz | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 757 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 42 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 49 m — brasañ 191 m | |
Gorread | 18,01 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar Merzher-Salaun a zo ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’ar 4 a viz Mae 2016 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 18 a viz Mae 2018 e oa bet roet al label a live 1 d'ar gumun.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar barrez a zo un drev gozh eus parrez Plouziri. Gouestlet e oa iliz an drev d'an Itron-Varia (ecclesiae Beatae Mariae du Merzer e 1363, Itron-Varia ar Merzher e 1428)[3].
Hervez ar vojenn e teu an anv eus un darvoud a vefe c'hoarvezet enni d'ar 25 a viz Mezheven 874: drouklazh ar roue Salaun en doa soñjet kaout repu en iliz (« Salaun a glaskas repu en iliz ur manati ma oa kemeret hag handeet gant ur gouezder bras-meurbet. Tennet e oa e zaoulagad gant kement a feulster ma varvas e-doug an noz »[4]). Lakaet e vije bet an anv ar Merzher d'an iliz e koun an darvoud-se abalamour ma oa bet disakret gant ar muntr-se[5]. Tremen a reas hec'h anv d'ar vourc'h. Lakaet e voe ar roue da sant e 910 abalamour d'e verzherinti ha d'e vertuzioù (Emañ Sant Salaun e roll merzherien an Iliz katolik war lec'hienn ar Vatikan[6]). Koulskoude n'eo ket asur e c'hoarvezas an darvoud-se eno. Un hengoun all a zisklêr e tegouezhas ar muntr e Plelann (Aodoù-an-Arvor)[7]. Ur vojenn all a zo e-lec'h ma'z eus anv eus ur Salaün koshoc'h, a sav da zeroù ar Vet kantved, deuet da vare enbroadeg ar Vrezhoned, hag a zo kontet gant Alan Bouchard er XVIvet kantved, ha Pol de Courcy hag ar chaloni Perennes d'e heul (Bulletin Diocésain 1933). Hervezi e vije bet un emgann gwadek en "Is-gwad", hag ar gwad o redek betek milin ar Gêrnevez er Roc'h. Kant metrad diouzh atant Isgoat emañ "Koad ar c'hastell douar", a zo ur Castellum a sav da amzer ar Romaned. Alan J. Raude e levr Fons de Kort (1985) a lavar ez eo gwirheñvel e vije en em staliet e Castra ar Romaned (liester Castellum) ar vrientined vrezhon, a oa soudarded ha c'hoazh keodedourion roman er Vet kantved daoust ma oa kouezhet en he foull an impalaeriezh roman er pleustr. A-hed an hentoù roman bras a gaver er barrez ez eus meur a "Gastell", a zo holl Kestell-douar, kreñvlec'hioù bihan, war dro un hanterlev pe ul lev tro-dro d'ar c'hamp roman a oa e reter ar bourk, e kroashent daou hent meur: - hent Landerne-Karaez dre gCreac'h-ar-Bleiz Gwimilio; - hent Douarnenez-Aber-Ac'h dre gKernilien. Ur c'hilometr e kreisteiz ar bourk e tremen hent bras Landerne-Karaez a zo well-wazh hini an hent bras a vremañ nemet Bot-Kaërell-Isgoad-Ar C'heff. A-hed an hent-se e oa lec'hioù-ged eta: unan en Isgoat, unan all e Rosquervel (a c'hell bezañ Rozkervael, Roz + Caer + Magglos=Mael=priñs) en em gav en ur c'hroashent gant un hent disteroc'h a yae a Landi da Zaoulaz hag a dremen dre Drelevenez: Rozkervel-Koad-uhel-Bellevue(anv kozh "Kroaz-hent-Daoulaz") ha goude-se pezh a anved "an Hent glas" a zo un hent-kribenn betek ar Groaz Ruz (harzoù Leon-Kerne) ; Muioc'h er reter war an hent roman-se e kaved roudoù ur C'hreñvlec'h e Kermen (Plouziri) hervez Fons de Kort. E Ti-kroaz e kej an hent Douarnenez-Kernilien gant an hent Landerne-Karaez. Pa ziskenner war-zu ar c'hreisteiz war hent Douarnenez e c'heller gwelout c'hoazh roudoù ur c'hastellum e Lileyvon (anv kefridiel e plas "Enez-eozen" hervez kouer "ar c'hastell"[8]. Izeloc'h e kaver c'hoazh ur c'hastellum kalz brasoc'h a-zehoù d'an hentig pa saver war-zu Brec'hoad (park bihan gant kleuzioù tev ha kromm). An holl greñvlec'hioù-se a oa aze da ziwall an hentoù a-bouez-se.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Ouroual, kure[9].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 35 gwaz ag ar gumun, d.le. 4,59% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[10].
Monumantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavout a reer tri monumant istorel e kumun ar Merzher-Salaun:
- Ar garnel.
- Iliz katolik Sant Salaun.
- ar Porzh-bered.
Monumantoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[11].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Bernard Tanguy, Dictionnaire des noms de communes, paroisses et trèves du Finistère, Douarnenez, 1990
- ↑ Alban Butler, Jean François Godescar, Vies des pères, martyrs et des autres principaux saints, Volume 4, Lyon, F.Guyot, 1844
- ↑ Dom. F. Plaine, Saint Salomon, roi de Bretagne et martyr, 25 juin 874, éditeur Lafolye, Vannes
- ↑ http://nominis.cef.fr/contenus/saint/10021/Saint-Salomon.html
- ↑ M. de Mauny, Le pays de Léon. Bro Leon, Mayenne, 1993
- ↑ dastumet gant T. Gwilhmod e miz eost 2012
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 46
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb