Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Amalrig Chartrez

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pere e oa mennozhioù Amalrig Chartrez ?(Kemennadenn hep sinadur degaset gant 2.14.51.131 26 Du 2014 da 21:41‎ (UTC))

"Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno". --Llydawr (kaozeal) 26 Du 2014 da 21:52 (UTC)[respont]

OK, met kement-se ne respont ket da'm goulenn : pere e oa mennozhioù Amalrig Chartrez ?
Din-me da furchal holloueziadurioù all evit lakaat er Wikipedia vrezhonek ar pezh n'eo ket bet lakaet enni, mar komprenan mat. D'ar brenerien da zegas o rostoù da stal ar giger... Iskisat doare da sevel ha merañ un holloueziadur !

Embann da holloueziadur, Edgar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2014 da 05:45 (UTC)[respont]

? Ne gomprenan ket ar flemmadenn-se, met trugarez evit bezañ roet un tamm respont da'm goulenn kentañ memestra.
Un draig ouzhpenn : ne vez ket savet an holloueziadurioù evit an dud a vez ouzh o sevel, evit an dud a vez o sellet outo da gavout ditouroù ne lavaran ket. (Kemennadenn hep sinadur degaset gant 2.14.51.131 27 Du 2014 da 13:13 (UTC))[respont]

N'ouzon ket penaos e savez da holloueziadur-te, Edgar, evit hemañ a vez graet, hag adalek an deroù, gant ar re a gar hag evel ma karont hag evel ma c'hallont. Pep evezhiadenn zo dereat, hervez penaos e vez graet evel-just, met ne glaskin biken ober muioc'h evit pezh a ran, ne vern digant piv e teuio an evezhiadennoù. Ma kresk niver ar pennadoù boulc'het e kresk ivez niver ar pennadoù da glokaat, ha ne weler ket al labourerien o teredek da reiñ an dorn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 Du 2014 da 15:17 (UTC)[respont]