Kaozeal:Air guitar
To play air gitar zo un droienn saoznek a dalv kement hag ober van da seniñ gitar. Daoust~ha talvezout a ra an droienn saoznek-se ur pennad, sed un diviz a bouez ! Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 04:21 (UTC)
- Evel-just e c'haller troc'hañ an dro-lavar saoznek evit reiñ da grediñ ez eus eus un "air gitar" o vont en-dro dre aer, evel un "electric guitar" a ya en-dro gant tredan. Mat e vije digant ur saoznegour gant piv emañ ar gwir, n'eo ket trawalc'h krediñ. Met gant un den ha ne sin ket ne vez ket aes kaozeal. Bianchi-Bihan 31 Her 2009 da 10:40 (UTC)
Kinnig
[kemmañ ar vammenn]Kinnig a rafen ar pennad da heul, savet eo bet adalek an 2 stumm a zo enebet. Ha mat eo ? --Y-M D 11 Du 2009 da 20:37 (UTC)
Playing air guitar (hag a dalvez "gitar aer" e saozneg) a vez lavaret e saozneg pa vez unan bennak oc'h ober van da seniñ gitar. Tud 'zo a gomz eus seniñ air gitar, diwar an dro-lavar saozneg.
Penaos e vez graet
[kemmañ ar vammenn]Ar pep pouezusañ eo bezañ hep gitar, hag ober jestroù ur gwir c'hitarour o soloiñ, gant an daouarn, gant ar genoù, an dremm hag ar c'horf penn-da-benn. N'eo ket peogwir n'eus gitar ebet etre an daouarn e ranker chom didrouz: dreveziñ son ar gitar a c'haller.
Un doare farserezh e vez peuliesañ gant an dud a selaou sonerezh. Un doare d'en em zerc'hel ivez evit an dud, paotred peurvuiañ, ha n'ouzont ket pe ne gredont ket dañsal. E strolladoù-sonerien zo e weler ar c'haner o seniñ "air guitar" a-wezhioù, tra m'emañ ar gitarer o seniñ da vat.
Istor
[kemmañ ar vammenn]Kentañ hini a voe brudet o seniñ gitar hep gitar a voe ar c'haner saoz Joe Cocker o kanañ e Woodstock. Abaoe un nebeud bloavezhioù e weler kenskrivadegoù "air guitar", hag ur c'hamponiad-bed zoken.
Ar c'henstrivadegoù air guitar-se o deus awenet krouerien ar c'henstrivadegoù "air binioù" e Breizh.
Yezh
[kemmañ ar vammenn]- Ne gomprenan ket e vije kollet amzer gant se: hervez diazezoù wikipedia e c'hall pep hini gwellaat ur pennad; gwellaet e oa bet ganin. Ya pe nann?
- Nann. Fulupig.
- Ne blij ket da un den, n'eo ket arguzenn a-walc'h: petra 'lar ar re all?
- Klask sevel un trede doare zo
- chom hep reiñ ali ebet war al labour graet ganin zo mont a-du gant Fulupig, da lavarout eo gant kement tra en deus skrivet, evel
- air guitar (hag a dalvez "gitar aer" e saozneg): ma n'eo ket se ur frazenn droch n'ouzon ket petra eo!
- mont kontrol da zoareoù labourat wikipedia. Unan a zaou: pe eo fall an doareoù-se, ha neuze int fall e pep lec'h, ha poent eo e embann war ar groaz, pe int mat evit an holl. Ha ne daoler kemmoù un den d'al lastez ma'z int gwellaenn. Met ret eo lenn anezho.
- Er-maez eus ar pennad-mañ, pelec'h e kaver ar ger "soloiñ"? Tu bennak e oa bet lavaret e klaskemp sevel pennadoù komprenus. Gant gerioù digomprenus ? N'eo ket sirius. Bianchi-Bihan 12 Du 2009 da 08:06 (UTC)
Me grog da vezañ skuizh gant evezhiadennoù ha rebechoù disehan. Ma 'm eus graet an dra-se a oa evit klask un diskoulm etrezoc'h e lec'h ma krogfe un emgann. Ha bremañ petra rez ?, tamall din bezañ graet al labour-se, en em santout a ran taget un tamm. Ar frazenn : "chom hep reiñ ali ebet war al labour graet ganin zo mont a-du gant Fulupig, da lavarout eo gant kement tra en deus skrivet" a gavan gwall sot n'eo ket tamm ebet ar wirionez. Klasket 'm boa kemer an traoù talvoudus etre an 2 stumm. Met evel-just ez eus tu eskemm war ar c'hinnig graet. --Implijer:Y-M D
Evezhiadennoù
[kemmañ ar vammenn]- Peurvuiañ e vez implijet ar bajenn-gaozeal d'ober evezhiadennoù, n'eo ket d'ober plijadur: o komz eus ur pennad hag eus labour emaomp, n'eo ket eus tud. N'eo ket graet ar pennadoù da voumounañ tud ha he c'houzañvont ket doareoù-labourat wikipedia. Pa grog an dud da veskañ elfennoù personel en afer e vezomp sac'het buan.
- Ma ne blij ket un evezhiadenn eo afer an hini a lenn, ha ma fell dit e vije komprenet perak ne blij ket un db dit e vo ret dit displegañ, aesoc'h vo.
- Adlavarout a ran ma soñj: efedusoc'h e vez komz db ar pennad kresket eget koll amzer da sevel un trede stumm. Ma vije graet evel-se atav ne vijemp ket c'hoazh gant 20 000 pennad.
- Ma ne gredez ket goulenn digant ar re all.
- Sklaer eo ar geñveriadenn etre an daou stumm: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Air_guitar&action=historysubmit&diff=590217&oldid=590137 . N'eus nemet dibab an hini gwellañ, ha mat pell zo. Ma ne blij ket da Fulupig, petra ra se? N'eo ket poent displegañ dezhañ ar mont en-dro? Ret e vo kemm an doareoù da labourat evitañ?
- Re a amzer am eus kollet amañ o klask lakaat un tamm displegañ db saozneg ha brezhoneg a oa lakaet n'eus forzh penaos. Hiroc'h eo ar gaoz amañ eget ar pennad, poent paouez.
- Bremañ gra evel a gari. Bianchi-Bihan 13 Du 2009 da 10:19 (UTC)
- Evel ma 'm boa displeget a-us ne glasken nemet kinnig un diskoulm, mod em eus merzhet e krog an traoù da vreinañ. Ha lavarout a rez "n'eo ket graet ar pennadoù da voumounañ tud", c'hoant em befe ouzhpennañ n'int ket graet kenebeut evit bezañ displijus, tagañ, reiñ ur sav poent. Met rankout a reont memestra bezañ dedennus ha plijus memestra.
- Dipitet on, bep tro pa glaskan diskoulmañ traoù pe sioulaat an aer-gelc'h e vez rebechet din hag ez eo me a bak. Morse n'am eus me ar mennozh lakaat ali pe ali da vezañ a-us ar re all. C'hoant 'm eus e yafe war-raok Wikipedia hep kudennoù ha disemglevioù ha setu ar pezh a glaskan ober. A galon --Y-M D 13 Du 2009 da 19:13 (UTC)
Respont Fulupig
[kemmañ ar vammenn]- Bennozh Doue dit Y-M D. evit bezañ strivet da gompezañ an traou amañ. Gwir eo e kavan displijus doareo hor mignon. Ha skuizhus-mat eo deuet an afer-mañ da vezañ, se zo kaoz am bez lure o respont.
- Ao. Blanchi, ne gomprenan ket perak ez it da skrivañ " air guitar (hag a dalvez "gitar aer" e saozneg): ma n'eo ket se ur frazenn droch n'ouzon ket petra eo! ". A bon? Perak 'ta? Peogwir e ouzoc'h-c'hwi saozneg hag e tlefe an holl bezañ eveldoc'h? Komz a rit-c'hwi eus siriusted! Ya war lost al leue... Mod-all kement ha reiñ deoc'h da c'houzout, ez eo saozneg ma yezh kentañ.
- Sotoc'h evit an den hen kelenn.
- A galon
- Fulub.
- Ne vern pehini ma yezh kentañ, ne vir ket ouzhin da skrivañ traoù droch enni a-wechoù. Ha pa vez diskouezet kement-se din gant unan all, n'an ket da sodiñ: klask a ran reizhañ, netra ken. Ma vije skrivet hag a dalvez "gitar aer" e brezhoneg da vihanañ e vije brezhoneg hanter gomprenusoc'h. Nemet, siwazh, gitar aer ne dalv netra e brezhoneg.
- An doare da gompezañ an traoù er wikipedia a zo klask gwellaat ar pennadoù, ha se ne gomprenez ket, ha n'eo ket diskar labour gwellaat ar re all, ha se an hini ac'h eus graet, ha dre veur a wech. Kentañ tro en ostaleri ar palmistes. Bianchi-Bihan 13 Du 2009 da 14:52 (UTC)
- Ao Blanchi, ne ginnigan ket ober gant "gitar-aer" e brezhoneg e mod ebet, techet e vefen-me da lavaret "gitar-dic'hitar" pe "gitar-avel" pe me oar-me. Ne raen nemet rein da c'houzout petra a sinifi "air guitar" er yezh m'eo bet savet an droienn. Tra ken. N'on ket o sodiñ amañ, met gouzañv a rit-c'hwi gant ur c'homplesk a superiorite a zo krog da greskiñ em daoulagad hag e daoulagad ar re all 'm eus aon. Ar stil bugel ho poa implijet da cheñch ar pennad ha krouiñ an ispennad "Penaos e vez graet" (sic) "Ar pep pouezusañ eo bezañ hep gitar" (sic) etc. n'en doa tra d'ober en ur raktres evel wikipedia, en un hentenn c'hoari gitar evit ar vugale marteze a-walc'h. N'eo ket gwellaat kalite ar pennad ho poa graet. E wallegañ ne lavaran ket.
- A galon ganeoc'h aotrou.
- Fulupig
Klozomp
[kemmañ ar vammenn]Ur wech ouzhpenn e tiskouez Fulupig ne oar ket penaos ez a en-dro ar wikipedia. An hini ha ne blij ket tra pe dra en ur pennad a rank kaozeal a-raok skeién labour ar re all d'ar blotoù. Seul wech ma ri hervez da benn hep derc'hel kont eus labour ar re all e savo bec'h abalamour dit. N'eo ket an dro diwezhañ eta. Ouzhpenn se e plij dit distummañ anvioù ar re all, ha dismegañsiñ o labour. Pa glaski laou e penn tud all ne vint ket atav ken 'zen' ha me. Chañs vat. Bianchi-Bihan 13 Du 2009 da 15:24 (UTC)