Kaozeal:Abruzzo
Neuz
eus pelec'h e teu ar stumm "Abruz"? Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 07:31 (UTC)
- Respont : eus geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon. --Llydawr 11 Gen 2008 da 07:52 (UTC)
- Trugarez. Ya, hen goût a ran - met eus pelec'h e teu? ur stumm "hengounel" (testeniekaet e lec'h all a-raok) eo pe ijinet gant Roparz Hemon? e oa bet penaos e oa bet diorroet - hervez pe bennaennoù ha diwar peseurt stumm diazez? Ur goulenn n'eo ket - n'on ket tre chalet na gant an eil stumm na gant egile, daoust ha ma kavfen gwell renkañ seurt lec'hioù dindan bep o anv lec'hel war-eeun ha sevel adkasoù diwar stummoù all. A galon, Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 08:02 (UTC)
- N'on ket re sot gant Abruz ivez.
- Abruzos eo en aragoneg. Marteze eo ken talvoudus hag an anv sikilianek? Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 09:21 (UTC)
- Arabat mont re bell ganti. Ober gant ar stummoù a vez implijet zo d'ober da gentañ. Ur benveg diazez eo geriadur R. Hemon er c'heñver-se. Ar pezh en deus lakaet en e c'heriadur en deus klevet pe lennet. Sellet ouzh ar geriadur istorel. Gwelloc'h e ve eta derc'hel d'ar stummoù-se da'm soñj. --Kadwalan 11 Gen 2008 da 09:28 (UTC)
- a-du on evit ober gant ar stummoù bet implijet betek-hen dre vras hag a-du on gant lakaat geriadur R.H. da dave pennañ met a-wezhoù e ranker en em c'houlenn hag-eñ ne vije ket bet faziet (ha ne lâran ket e vij bet ur fazi, en em c'houlenn a ran nemetken) rak gallout (ha rankout d'am soñj) e c'heller reizhañ seurt fazioù evel m'eo bet graet pa oa bet divizet ober gant ar stumm "Troia" kentoc'h evit gant ar stumm "Troja" a gaver e geriadur Roparzh Hemon (s.o. Kaozeal:Troia). N'eus forzh penaos e savan a-du gant B-B ar wezh-mañ ivez o lâret e vije bet gwell din ober gant ar stummoù lec'hel (sikilianeg) evit titl ar pennad pennañ evel m'eo bet graet gant anvioù-lec'h ar broioù kltiek ha sevel adkasoù diwar stummoù all hag o menegiñ e korf ar pennad mar bez ezhomm. Ur c'hinnig personel n'eo ken ha ne gavan ket e vefe mont re bell ganti reizhañ un nebeud traoùigoù zoken ma vezont kavet e geriadur Roparz Hemon. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 10:27 (UTC)
- M'eus aon n'on ket bet komprenet: ret e vije muzuliañ ar c'hilometradoù etre Abruz ha Sikilia war ur gartenn. Se eo marteze pezh a felle da Gadwallan lavaraout pa gomze eus "mont re bell ganti"?
- Ne fell ket din reiñ abeg da zen da huchal, met ne'm eus ket gwelet c'hoazh skouerioù eus Abruz neblec'h c'hoazh (e buhezioù brezhonek Francesco d'Assisi moarvat), ha kavet em eus e geriadurig RH ur budjerigar ha n'ouzon ket pelec'h eo bet implijet gwech ebet. Hag echu dre eno. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 11:14 (UTC)
- Re wir.Ur fazi - n'on ket re perak e oan aet da besketa ar stumm sikilianek evit ar rannvro-mañ. Diverket e vo ar stumm sikilianeg bet ouzhpennet diouzh korf ar pennad. Met ne vern: ober gant ar stumm lec'hel a dalv ober gant ar stumm sikilianeg, italianeg, alamaneg pe me 'oar-me hervez ar yezh komzet el lec'h ma skrivet diwar e benn. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 11:19 (UTC)
- a-du on evit ober gant ar stummoù bet implijet betek-hen dre vras hag a-du on gant lakaat geriadur R.H. da dave pennañ met a-wezhoù e ranker en em c'houlenn hag-eñ ne vije ket bet faziet (ha ne lâran ket e vij bet ur fazi, en em c'houlenn a ran nemetken) rak gallout (ha rankout d'am soñj) e c'heller reizhañ seurt fazioù evel m'eo bet graet pa oa bet divizet ober gant ar stumm "Troia" kentoc'h evit gant ar stumm "Troja" a gaver e geriadur Roparzh Hemon (s.o. Kaozeal:Troia). N'eus forzh penaos e savan a-du gant B-B ar wezh-mañ ivez o lâret e vije bet gwell din ober gant ar stummoù lec'hel (sikilianeg) evit titl ar pennad pennañ evel m'eo bet graet gant anvioù-lec'h ar broioù kltiek ha sevel adkasoù diwar stummoù all hag o menegiñ e korf ar pennad mar bez ezhomm. Ur c'hinnig personel n'eo ken ha ne gavan ket e vefe mont re bell ganti reizhañ un nebeud traoùigoù zoken ma vezont kavet e geriadur Roparz Hemon. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 10:27 (UTC)
- Perak reiñ ar stumm italianek Abruzzi hepken ( a glotfe gant Abruzoù, e brezhoneg) pa'z eus ur stumm it:Abruzzo ivez (a glotfe gant Abruz lakaomp)? Ha n'emaon ket o vont "re bell ganti", 'met o kaozeal, hag oc'h arguzenniñ, war ur bajenn gaozeal.
- Kement-se a lak da soñjal en Ardenne/Ardennes (ne oa ket tud o doa c'hoant d'ober gant Ardennoù?), Alpes /Pyrénées ("alpe" zo ivez e galleg), hag Alpoù/Pireneoù ...
- Daoust hag holloueziadurel e vo ar "stumm lec'hel" ( a vije da dermeniñ) pa vo daou pe dri stumm lec'hel, hervez ar yezh ofisiel pe rannyezh ar vro?
- Ya, soñjal am eus bet graet er gudenn-se dija ha n'on ket evit he dirouestlañ... En degouezhioù ma ne sav ket ar gudenn-se avat e vefe un dra vat ober gant ar stumm lec'hel atav seul wezh ma ne vez ket testeniekaet ur stumm brezhonek hengounel 8da dremeniñ ivez, evel pep tra) Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 15:59 (UTC)
- Petra eo stumm lec'hel Landivizio? Landi, evel-just! Ha Gwened? Sant Brieg? Pariz? Ardennoù? Alpoù? Brazilia? Kalifornia? Karolina an Norzh pe Carolina an Norzh pe Norzhkarolina?
- Evit a sell ouzh al lec'hanvioù brezhonek e rafen a-walc'h gant ar stummoù bet degemeret gant Ofis ar Brezhoneg. War ar stern eo manet kudenn an anvioù-lec'h estren - hag e dirouestlañ e rankfer un deiz bennak gant pennaennoù sklaer hag arguzennet evit gallout envel ar pennadoù war ar raktres-mañ hep rankout mont da flepiñ diwar-benn pep stumm en un doare hiniennel. Ma ali personel eo hennez n'eo ken. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 15:59 (UTC)
- D'am soñ ne vije na sirius na holloueziadurel lakaat Emégglia-Rumâgna, hervez rannyezh ar vro, e-lec'h Emilia-Romagna, en un holloueziadur brezhonek.
- hm, n'on ket nag a-du nag a-enep, met degas a ra da soñj din an arguzennoù a roer gwezh a gwezh all evitchom hep ober gant stummoù brezhonek, galizek, katalanek hag all evit envel pennadoù diwar-bnn lec'hioù er broioù-se war wikipediaoù all... Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 15:59 (UTC)
- Ober goulennoù ha studiañ n'eo ket "mont re bell ganti".
- Hag e-lec'h hastañ buan, ur wech adarre, hastomp goustad. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 14:12 (UTC)
- gant piv ez eus bet kaoz eus hasatñ, na buan na goustad? Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 15:59 (UTC)
- Hervez ur pennad "pajenn gaozeal " am eus bet gwelet tu bennak, hag a glaskin pa'm bo amzer, eo ret lezel pennadoù ar re all en urzh, evit ma c'halljent bezañ lennet gant an holl. Rak n'anavezan ket ma skrid diwezhañ amañ ken. Ma teufe en-dro e tennfen an evezhiadenn-mañ, deuet da vezañ diezhomm evel-just. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:22 (UTC)
- Klask atav. Soñj am eus bezañ bet goulennet ouzhin ganit chom hep didroc'hañ ar pezh a skrivez (rak kemmañ urzh an traoù n'em eus ket graet pa seller mat). N'em eus ket soñj avat bezañ bet gwelet en un tu bennak ma oa bet erbedet ouzh an dud chom hep hen ober hervez ur bennaenn pe ur reolenn ress bennak. Keit ha na vo ket bet kavet ganit ur reolenn a virfe ouzhin hen ober e respontin d'ar pezh a garan en doare ma karan, en ur chom seven atav hag o toujañ d'ar reolennoù atav, evel-just. Mar fell dit chom hep derc'hel soñj eu ar pzh a skriv an dud all pa respontont ouzhit en abeg d'an doare ma vez urzhiet ar skrid orin gante n'eus kudenn ebet evel-just ivez. A galon, Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 16:30 (UTC)
Kavet e-barzh Wikipedia:pajenn gaozeal
[kemmañ ar vammenn]Respontoù: Kuzuilhet eo chom hep respont e diabarzh testenn unan bennak all ha respont penn-da-benn e fin e destenn. A-wechoù avat, pa vez re hir pe re a boentoù disheñvel e diabarzh testenn unan all, e c'heller asantiñ e vefe respontet e diabarzh testenn unan bennak all. Diwallit avat er pajenn-aozañ: ret eo e chomfe sklaer piv n'eus skrivet petra. Pa zo fazioù pajennaozañ gant ur gemennadenn hir, e c'hell bezañ diaes da gompren. Tu zo d'ar mare-se adpajennaozañ, o tiwall mat chom hep kemm e doare ebet ar stêr. Setu. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:37 (UTC)
- Sklaer eo chomet d'am soñj piv en doa skrivet pep tra... Respontet e oa bet a c'houlenn da c'houlenn - kalz sklaeroc'h evel-hen (dre ma oa evezhiadennoù distag an eil diouzh eben anezhe) evit klask fardañ ur respont hollek. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 16:41 (UTC)
- Evel-just. Ha ma laran-me ne adkavan ket ma skrid-me n'eo nemet peogwir ez on-me un den a feiz fall. Kouda? Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:51 (UTC)
- Kuzuilhet eo chom hep respont e diabarzh testenn unan bennak all ha respont penn-da-benn e fin e destenn. Mat e vije d'an holl ober diouzh an ali-se, a rankje bezañ ur reolenn dir. Ha war un dro arouez ar resped ouzh kaozioù ar re all. Bianchi-Bihan 12 Gen 2008 da 06:26 (UTC)
- Evel-just. Ha ma laran-me ne adkavan ket ma skrid-me n'eo nemet peogwir ez on-me un den a feiz fall. Kouda? Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:51 (UTC)
Abruz
[kemmañ ar vammenn]Kemmet Abruz da Abruzzo. Me n'on ket enep. Ha Kadwallan? Bianchi-Bihan 30 Her 2009 da 17:29 (UTC)
- Un adkas am eus graet, setu en em gavo an dud a ra gant Abruz er pennad Abruzzo digudenn. Ne'm eus ket cheñchet ar stumm Abruz implijet e-korf ar pennadoù kennebeut dre m'eo ur stumm testeniekaet. E titl ar pennad avat eo gwelloc'h ober gant an anv ofisiel ha se eo a oa bet goulennet war ar bajenn goulenn diverkañ. --Fulup 30 Her 2009 da 18:51 (UTC)