Kaozeal:6 Genver
Lamet em eus kuit darn eus ar c'hemmoù degaset gant an IP dianv, pa'z int faos pe amreizh:
Nedeleg an ortodoksed a zo d'ar 7 ha n'eo ket d'ar 6 !
Perak mont da skarzhañ Nedeleg an Armenianed ?
Lamet kuit ivez skrid displegañ (amreizh) war-lerc'h Gouel ar Rouaned pa'z eus ul liamm evit ur pennad war ar gouel-se. Eno eo ret lakaat an displegadennoù-se.
Perak mont da skarzhañ an anv "Tifen" a zeu eus Epiphanie ?
Perak mont da skarzhañ anvioù sent Breizh (am eus kavet e-barzh "Goueler Kelt" an Tad Turiaw) ?
"Sant Melan" a vez enoret d'ar 6 (gwel. Wikipedia gallek).
Iskomandant Marc'heg 4 Gen 2006 da 10:41 (UTC)
Respontoù : Evit Nedeleg evit darn ar reizhkedennourien (n'eo ket evit an holl), ar gwir zo ganit ha lennet am oa ar 6 war ar Wikipedia...brezhoneg. S. O Nedeleg. Bezit war evezh, tudoù !
Evit ar sent : heuliañ a ran Goueler ar sent gant Tepod Gwilmod, Imbourc'h,1994. N'eus ket kaoz eus Tifen e-barzh. Hag ur santez eo? Ha koulskoude eo diazezet war reolennoù an Iliz 1970 (met ne ouie ket e teufe Katell a Aleksandria en-dro goude bezañ skarzhet kuit diwar abeg e vefe ur santez mojennel).
Er goueler-se e vez meneget ar "propre" evit an eskoptioù e Breizh. Ul labour sirius-tre ha ne c'heller ket mont heptañ.
Sant Merrin. Gouel > 15/09
Sant Peran. Gouel > 05/03
sant Melan? N'eus ket anv anezhañ en deiziad 6/01 . Ha te gant peseurt mammenn(où) e labourez? Bloavezh mat, vat--Ch. Rogel 5 Gen 2006 da 00:08 (UTC)
Kement-se a ziskouez ez eus kalz a labour c'hoazh a-raok na vije ar Wiki brezhonek ur benveg a-zoare hag a c'haller lakaat e fiziañs ennañ. A-raok skrivañ tra pe dra e vefe gwelloc'h bezañ sur eo gwir an dra-mañ-tra.
Evit "Tifen", n'em boa ket lakaet e oa ur santez. Dont a ra an anv-se eus "Teophanie" = Epiphanie. O devezh gouel eo eta.
Evit ar sent all, klask a ran-me heuliañ meur a labour. E-touez ar re wellañ emañ, a soñj din, hini an Tad Turiaw (Goueler Kelt), labour A. Deshayes a zo ivez hag a ro gouelioù ar sent hervez an dielloù kozh, hep disoñjal kennebeut "Buhez ar Sent". Iskomandant Marc'heg 5 Gen 2006 da 19:28 (UTC)