Kaozeadenn Wikipedia:Roll ar verourien

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

D'an holl verourien,

Kelaouenner on evit abadennoù brezhonek Frañs 3 hag emaon o klask sevel ur filmig kelaouiñ diwar-benn an dud a vez oc'h implijout brezhoneg war ar genrouedad dre vras, ha war wikipedia da skouer. C'hoant em befe da c'houzout daoust ha niverus eo ar gumuniezh ha peseurt doare tud a zo enni: stourmerien ar yezh (evit ma chomfe plaset mat e renkamant ar yezhoù), tud sot gant danvez-mañ-zanvez, tud o tont alies pe ur wech an amzer... Ma fal a vefe dont da welet un implijer(ez) (pe meur a hini) eus ar wikipedia brezhoneg ha filmañ ur pennad-kaoz gantañ, ganti pe ganto dilun 23 pe dimeurzh 24 a viz Chwevrer... Trugarez deoc'h evit ho respontoù.

Mathieu Herry

Kelaouenner evit abadennoù brezhonek France 3 Journaliste pour les émissions en breton de France 3 Pellgomz/Tél : 02 99 01 79 91 – 06 70 44 76 31 Postel/courriel : mathieu.herry@france3.fr

Merourien dioberiant[kemmañ ar vammenn]

An tri merour Paotr, Fulup ha Gwendal a zo meneget el listenn ne reont mui o labour abaoe ur werz amzer. Poent-bras eo dezho reiñ o dilez, ha d'ar "gumuniezh" dilenn merourien all – eleze re sirius a zo mennet da verañ ar Wikipedia-mañ. --90.32.244.181 23 Ebr 2020 da 12:17 (UTC)

Kaset ez eus bet ur galv en davarn c'hoazh. Evit poent n'eus nemedon a vije kontant da vont (ha c'hoazh gwelloc'h 'vije mont gant tud all). Te hag an nebeudig IPoù all zo boaz da zont da labourat amañ a c'hellje emezelañ er wiki-mañ evit kemer perzh er votadeg (pe lakaat ho anv zoken, piv 'oar !) da sikour ar gumuniezh da greskiñ ;) --Lekemok (kaozeal) 23 Ebr 2020 da 14:00 (UTC)
Gwechall e oa merourien kontant hag oberiant, o ya, stanket e veze kontoù an dud, met bremañ eo trist an traoù da welet... ne fell ket mui d'an IPoù krouiñ kontoù zoken. Ha ne ra mui ar verourien o labour... n'emañ ket ar c'hontoù a chom o vont d'en em stankañ drezo o-unan koulskoude ! 86.214.136.159 23 Ebr 2020 da 15:26 (UTC)