Kaozeadenn Wikipedia:Ar pennad peurvat
Neuz
N'eus ket da reiñ skouerioù en ur skrid evel-se, nemet en defe c'hoant saver ar skrid d'en em veuliñ e-unan. --Hans Abherve (kaozeal) 4 Kzu 2018 da 20:39 (UTC)
- Ar pennad-se a gaver e 28 yezh ; digor eo : evel forzh pe bennad e c'heller kinnig kemmadennoù dre ar bajenn-mañ end-eeun.
- Evel-just e ranker reiñ skouerioù evit sklaeraat ar gomz, pa sikouront ar meizañ ; gwelet em eus kalz pennadoù kamm e-keñver pep dezverk, ne 'm eus meneget nemet unan bewech. An holl skouerioù roet zo deuet dre glikañ war Ur bajenn dre zegouezh, evel erbedet e penn-kentañ ar pennad.
- Ne 'm eus ket klasket diskouez skouerioù mat dre ma degasadennoù, ha ne 'm eus ket klasket gouzout diwar-benn aozerien ar pennadoù, mat pe fall ; ar pezh a lenner dre ar skouerioù eo stad brwiki hiziv. Labour zo !
- A hent all, souezhet on pa welan n'eus pennad ebet hag a zo bet lakaet da Bennad mat, padal ez eus labourioù dispar e brwiki. Gwelit unan eus an abegoù, moarvat, e Wikipedia:Pennadoù mat.
- — Lagad Zoltec (kaozeal) 4 Kzu 2018 da 21:25 (UTC)