Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Wikipedia:Adenvel an ti-chopin

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Setu un nebeut tabutoù ha divizoù bet kavet ganin war istor adenvel an ti-chopin:


Kerflipflap

[kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer eo e oa bet kaoz eus lakaat un anv all d'al lec'h-mañ.Bianchi-Bihan 21 Ebr 2006 da 16:49 (UTC) War a seblant e c'haller adlavarout ar memes tra bep miz. Bianchi-Bihan 13 Mae 2006 da 10:17 (UTC) Er miz-mañ ne rin ket eta.Bianchi-Bihan 5 Mez 2006 da 21:35 (UTC) Pell zo n'em eus ket graet. Bianchi-Bihan 18 Du 2006 da 06:41 (UTC)

ober un anv all eus an ti-chopin-mañ: Kerflap am boa kinniget, met gwelloc'h e vije kregiñ gant dastum anvioù a-raok dibab unan: e miz Ebrel em boa graet ma c'hinnig, ne oa ket bet mall oc'h aozañ ar vot-se. Bianchi-Bihan 21 Du 2006 da 14:21 (UTC)


Digenvez ha dizarempred...

[kemmañ ar vammenn]

...eo ar c'horn-mañ eus an deskipedia (ar ger a ran gantañ), peogwir ne gaver ket an anv war ar bajenn degemer: atav e vezan ur c'hembennad o klask an nor. Tud all marteze ivez.

   * View category page :a c'haller brezhonekaat evel-hen: Gwelout pajenn ar rummad.
   * Hag atav an anv ti-chopin da gemm: piv oar eus pelec'h e teu? Bianchi-Bihan 25 Du 2006 da 18:11 (UTC)

An anv ti-chopin a teu deus an hini kentañ en doa bet savet al lec'h-mañ hag aet kuit dibaoe, (aet skuizh gant ar c'hign-c'hagn oa o ren d'ar mare-se moarvat) da-lavaret-eo : an implijer Ankowes. Ti-chopin a signifi "ostaleri" en brezhoneg bemdez, ul lec'h ma vez komzet deus traoù a bep sort ennañ 'ta. Ha neuze, n'eus ket ezhomm cheñch, mat eo er mod-se ! A galon.

       Setu ur respont da vihanañ. Met goude an displegadur ne gomprenan ket perak n'eo ket bet dibabet ar ger "ostaleri" , un tamm muioc'h anavezet. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 03:03 (UTC)

Ar gwir zo gant Bianchi-Bihan pa lavar : 1. N'eo ket bet lakaet war wel al lec'h pennañ evit kaout divizoù war dazont ar Wikipedia brezhoneg. Memmestra evit ar pennadoù savet nevez zo 2. N'eo ket mat an droienn "An ti-chopin" ha nebeut anavezet. Gwelloc'h e vije "An ostaleri" a gavan ivez. Be zo "tavarn" ivez. Mat e vo chañch. 3. Un tech fall a vez gant lod : implijpajennoù an implijerien bewech ma ve respontet dezho. Ret eo klask mirout ar pajennoù-se da vezañ karget gant divizoù a denn da vont en-dro ar wiki. Lakaat ar respontoù pe an evezhiadennoù a denn d'ar vererezh war ar pajennoù arbennig evit ma vo bodet ar c'hendivizoù war ar memes sujedoù. ne dlefe ket implijet pajennoù an implijerien nemet evit an traoù personel (doareoù sevel, savboentoù...), war ur pennad peurvuiañ. Pa vez kaoz eus ur reolenn da seveniñ outil e tlefer implij pajennoù ar Wikipedia:Kendivizoù reolata

Koulskoude, n'on ket a du gant implij Deskipedia e-lec'h Wikipedia : miret o deus ar rakger Wiki e kazi an holl gumuniezhoù Wikipedia, nemet un neubeut azazadurioù bihan (Oiquipedia evit an doare okitanek, da skouer).

Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'heller mont d'ober un dro betek an An ti-chopin. Tud zo o deus c'hoant da cheñch anv d'ar bajenn-se ha kinnigoù zo bet graet : an ostaleri, an davarn, pe kerflap. Deuit da zisplegañ ho soñj ivez !

Eus an 2 d'ar 14 a viz Kerzu

[kemmañ ar vammenn]

An ti-chopin/Dielloù/2006-D

Daou respont

[kemmañ ar vammenn]

... dindan ken berr amzer, ar burzhudoù a c'hoarvez a vagadoù. Un evezhiadennoù bennak:

  1. N'eus ket mall kemm netra... nemet ar fazioù bras. Komzomp a-raok lammat da gemm ha da ziskar pezh zo bet graet, kleñved lod er wikioù. Amzer zo.
  2. Gallout a reomp komz eus an anv "wikipedia", ober kinnigoù, n'eo ket evit se e vo kemmet, nag evit se eo ret kemm: gwelomp petra a soñj an dud, hep mall ivez. A-hend-all: gwikipedia, ar wikipedia, setu ur c'hinnig all.
  3. Pa seller eus anvioù er yezhoù all e weler eo ar gerioù hañval ouzh "tavarn" a vez implijet ar muiañ. Gwechall e oa Tavarn ar Vretoned tost d'an Oriant ... am eus klevet e oa bet addigoret. Unan all amañ? Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 13:48 (UTC)[respont]

Ti-chopin: un displegadenn un tamm disheñvel

[kemmañ ar vammenn]

Setu petra a gaver pa glasker en traoù kozh:

  • A-du ganit penn-da-benn. Soñjal a ran ar memes tra abaoe ar penn-kentañ. Degaset eo bet an termen-se gant un den a oa Lip-chopin e lesanv hag en deus plantet freuz ha reuz war ar wiki e-pad tost daou vloaz o virout ouzh an dud a skrivañ e peurunvan hag o vagañ jeu dizehan war an doare-skrivañ. Kalz traoù am eus cheñchet ha reizhet pa'm eus troet an etrefas. Diegi am boa bet da cheñch an droienn-se avat, kuit da blantañ muioc'h a reuz c'hoazh. Sioulaet eo an traoù bremañ avat ha marteze eo deut ar mare da adwelet an anv-mañ. Ti-chopin n'eo ket un termen anavezet, n'eo ket sklaer d'an dud petra zo war ar bajenn-se ha, neuze, ne'z eont ket da welet. Ouzhpenn-se eo splann din eo un termen zo bet savet gant ur paotr (kalz paotred zo war ar wiki-mañ m'eus aon) ha ma fell deomp mont er-maez eus bedig paotred zo ez on ali ez eus tu d'ober gant gerioù n'int ket ken "merket". Kafedi a vez implijet dre vras er yezhoù all, nemet e galleg, ma vez graet gant "bistro", alese an droidigezh ti-chopin moarvat. E brezhoneg em eus soñjet alies en termen "poull-kannañ", un droienn a ra dave d'ar mare ma troe an teodoù pa vezed o kannañ dilhad. Soñj am eus bezañ gwelet an droienn-se implijet e kazetennoù brezhonek evit ur seurt korn ma roe an dud o soñj war traoù a bep seurt. Kêrflap a gavan mat ivez. Ar pep gwellañ a vo lakaat un evezhiadenn war se war bajenn gaozeal ar bajenn-se evit magañ ar gaoz ha gwelet petra a soñj ar re all. Ma respont an dud e vo tu da aozañ ur votadeg marteze. --Fulup 27 C'hwe 2006 da 20:39 (UTC)[respont]

Evit kelaouiñ an dud e oa. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 21:40 (UTC)[respont]


Ya, beñ, dav vefe dit klask donoc'h c'hoazh e-barzh an traoù kozh, kalz koshoc'h evit-se a-benn tennañ ar wirionez diwar ar gudenn-mañ, gwall luziet... ya gwir eo (Ankowes an hini eo 'n deus bet choazet an droienn-mañ, ((anavezet da vat gant ar vrezhonegerien a-vihanik hep douetañs ebet))). Me oa aze e penn kentañ memes ma n'em eus skrivet c'hoazh betek-henn, peogwir n'am boa ket choant en em dagañ gant an dud a oa amañ d'ar mare-se. Gwell oa ganin skrivañ war an hini e galleg. Hag evit lâret ar wirionez, n'em eus ket kalz c'hoant d'henn ober c'hoazh. Ur bilbern traoù a vefe da cheñch war ar paourkaezh wiki-mañ evit na vefe ket ul lec'h nemet evit tud e-maes ar realded (a-fed ar brezhoneg dreist-holl). Ha peursur on e vefen chetet e-maes ar wiki ken buan ha tra, sañset na sentjen ket deus ar STUR (hag ouzh ar garreg e rafen sur !). Kenavo 89.86.191.147 2 Kzu 2006 da 22:08 (UTC)[respont]

Bout 'zo brezhonegerion ha n'anavont ket ar ger-se, paotr paour, na posubl e vije bet diskoachet en ur geriadur. Evel ma 'z eus reoù ha n'anavont ket Kersoulaj, evit he fleustriñ alies. Gant da zeskadurezh ma ne skrivez ket ul linenn eo un tamm trist. Lip ur banne all. Bianchi-Bihan 2 Kzu 2006 da 22:52 (UTC)[respont]

Din kennebeut ne blij ket din ar gêr Ti Chopin. Met e plas klemm atav, sav ur vot evit goulenn kemm an anv. Un nebeut kinnigoù: Ostaleri, Kerflap, hag all. Benoni 7 Kzu 2006 da 00:54 (UTC)[respont]
Ober kinnigoù, reiñ alioù, n'eo ket klemm.
Kavout a rae din e oa ar verourien hepken a c'halle aozañ ur voterezh. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2006 da 03:10 (UTC)[respont]

Ur ginnigadenn all : leurgêr

[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj, ar c'hinnigadennoù a denn da lec'hioù evañ a zo re liammet da voazioù dibar. Gwechall e veze muioc'h a c'heleier klevet er poull-kanañ (miret em eus em soñj mouezh ma mamm-fozh o flipañ gant ar c'hannerezed all). Evit gwir e veze hag ez eus c'hoazh lec'hioù ma ya paotred ha merc'hed di hag aze e laoskont o zeodoù da flipañ : ar plasennoù hag al leurgêrioù. Kinnig a ran ar ger leurgêr, houmañ gant meur a straedoù evit ma teu an dud en he c'hreiz.
Ma vije bet klasket treiñ "village pump" (wiki saoznek) e vije bet posubl ober gant ar blomenn, met blaz ar c'hozh a zo war an dra. --Ch. Rogel 11 Meu 2007 da 23:39 (UTC)[respont]

Implij leurgêr n'eo ket ken stank e brezhoneg ha hini poull-kannañ, pell alese. Plomennoù, ma komzer eus ar re evel hini Gwengamp, ne oa ket kalz er vro. Ma klasker ur ger aes hag anavezet, bev ha diazezet en istor war un dro, n'eus da zibab nemet etre tavarn hag ostaleri. Ma klasker gerioù all, Kerflap zo sklaeroc'h eget leurgêr. Pe gwiler. Bianchi-Bihan 12 Meu 2007 da 02:29 (UTC)[respont]

Bloaz ha miz

[kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 2006 e oa bet digoret ar gaoz-mañ. Ankouaet lidañ an deiz ha bloaz. Bianchi-Bihan 12 Meu 2007 da 02:32 (UTC)[respont]