Kaozeadenn Rummad:Skrivagnerien Breizh
Neuz
Stlabez
[kemmañ ar vammenn]Ur pezh stlabez zo. Kinnig a ran:
- ur rummad "Skrivagner brezhonek" (en unander) hepken (ha n'eo ket "skrivagnerien" "vrezhonek" pe "brezhoneg"),
- a vo lakaet en ur rummad brasoc'h skrivagner breizhat, ha ne vo lakaet ennañ war-eeun nemet skrivagnerien c'hallek Breizh.
Diskoulmoù all zo a dra sur. Lavarit pere a gavit gwell, ha dibabomp unan: gwelloc'h eget pezh zo ne vo ket diaes. Da c'hortoz e klaskin lakaat un tamm urzh. Bianchi-Bihan 25 Du 2006 da 18:01 (UTC)
- Ya, a-du ganit. Benoni 25 Du 2006 da 22:05 (UTC)
E-barzh "lennegezh vrezhonek" n'eo ket anvioù skrivagnerien a dleer kavout, d'am soñj.Bianchi-Bihan 25 Du 2006 da 18:17 (UTC)
- Lakaomp e vo "skrivagnerien vrezhonek" un is-rummad eus "Skrivagnerien Breizh" hag eus "Lennegezh vrezhonek".
Isrummad e-barzh daou rummad war un dro? Ha petra vo graet gant skrivagnerien c'hallek Breizh? Bianchi-Bihan 26 Du 2006 da 02:34 (UTC)
- Met mod all e "Lennegezh vrezhonek" e vo kavet ivez oberennoù, pennadoù a denn da istor ar lennegezh vrezhonek, hag all. Benoni 25 Du 2006 da 22:05 (UTC)
A-du ganit amañ.Bianchi-Bihan 26 Du 2006 da 02:34 (UTC)
- Div gudenn a zo da dabutal diwar o fenn :
- 1) Daoust hag al liester pe an unander a vo implijet : Skrivagnerien vrezhonek pe Skrivagner brezhonek ? Eskemmoù a zo bet c'hoazh war ar poent-se (da skouer Kaozeadenn Rummad:Skrivagnerien Frañs) hag hervez Ch. Rogel eo gwelloc'h ober gant an unander. Din-me eo ingal nemet e degouezhioù 'zo evel Skrivagner Breizh pe an holl droiennoù gant ur genitiv. Skrivagner breizhat a c'hellfe bezañ un diskoulm mat ma tibabomp ober gant an unander. Un dra zo sur : n'heller ket kaout ur rummad Skrivagner brezhonek hag unan all Skrivagnerien vrezhonek war ar memes tro. Ret eo dibab ha derc'hel d'an dibab-se evit an holl rummadoù all (Skrivagner(ien) saoznek, danek,...). Ma ve dibabet cheñch evit al liester e ve ret cheñch ar rummad en holl bennadoù (an abretañ ar gwellañ).
- 2) War an doare da aozañ ar rummadoù, ne gav ket din e ve gwelloc'h renkañ ar rummad Rummad:skrivagner brezhonek pe Rummad:skrivagnerien vrezhonek evel un isrummad eus ar rummad Rummad:Skrivagnerien Breizh pe Skrivagner breizhat. Pelec'h e vije renket neuze Jeffrey Shaw, ar skrivagner brezhonek kanadian, pe c'hoazh Charlez a Vro C'hall, eontr ar Jeneral ? N'int ket skrivagnerien vreizhat 'michañs. Pe neuze e vije deuet Breizh da vezañ gwall ledan hep gouzout din.--Yun 26 Du 2006 da 07:47 (UTC)