Kaozeadenn Rummad:Skrivagnerien Frañs

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne welan ket perak eo bet graet gant al liester : e levraouegoù Bro-C'hall ez eus ur boaz evit implij an unander evit ar rummadoù (ar boaz kontrol a zo gant ar saoznegerien). Ouzhpenn-se, simploc'h eo ober gant skrivagner gall. Ha perak ne vefe graet ouzhpenn gant skrivagner galleger evit ar re n'int ket keodederien gall? Ch. Rogel 5 Du 2005 da 23:47 (UTC)[respont]

  • Wikipedia n'eo ket ul levraoueg eo, ur c’helc’hgeriadur ne lavaran ket. Gwir eo n'eo ket abalamour ma vez graet mod pe vod e bro-C’hall ma rank an dra-se bezañ distaolet, sklaer eo. Diouzh an tu all n'eo ket peogwir ez eus ur boaz e bro-C’hall e tle bezañ degemeret evel gwir bater ganeomp ivez. Gwir hon eus ni evel Bretoned d'ober hor soñj en ur sellet a-gleiz hag a-zehou, dreist-holl war ur raktres liesyezhek evel hemañ. Frankiz zo da ijinañ hor c’helc’hgeriadur hervez doare ar brezhoneg da vont en-dro. Kavout a ra din e tegouezh gwelloc'h al liester evit ar rummadoù alies rak ne glasker ket ur roll skrivagner, ur roll skrivagnerien ne lavaran ket. Muioc’h diouzh tro spered ar brezhoneg eo al liester forzh penaos. Ne gav ket din e rankomp bezañ sistematek ivez. Me a soñj din e tegouezh gwelloc’h al liester evit rummadoù zo (rolloù tud pe plant da skouer) ha gwelloc’h an unander evit traoù all (lakaomp temoù bras evel Istor pe Douaroniezh pe sonerezh zo gerioù hollek e brezhoneg). A-hend-all, evit an eil evezhiadenn, e kav din eo reizh soñjal sevel meur a rummad; unan dre ar broioù evel Skrivagnerien Frañs pe Skrivagnerien Breizh, da skouer, rak evel-se e vo tu war-lerc’h da gavout dindan ar rummad Frañs roll an holl skrivagnerien, politkourien, arzourien, skiantourien hag all. Ur rummad all zo da sevel dre ar yezhoù Skrivagnerien c’hallek, Skrivagnerien vrezhonek; brezhonekoc’h eo an droienn skrivagnerien c’hallek eget skrivagnerien c’halleger (blaz ar galleg écrivains francophones) hag ouzhpenn e c’haller bezañ ur skrivagner galleger (unan a gomz galleg) met a skriv e levrioù e brezhoneg rak gallegerien zo eus ar skrivagnerien vrezhonek. --Fulup 6 Du 2005 da 15:09 (UTC)[respont]