Kaozeadenn Rummad:Sent Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Da vezañ kenteuzet gant ar rummad [[Rummad:Sent vrezhon|Sent vrezhon]]. Petra eo ar gwellañ evit lakaat da ditl: "Sent Breizh" pe "Sent vrezhon"? Hoc'h alioù mar plij.

Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 10:43 (UTC)[respont]

Sent Breizh evidon-me: sklaeroc'h eo. Da skouer, ar "seiz sent a-orin" (Brieg, Malo, Padern, hag all) n'int ket bretoned a-orin, met sent Breizh int memestra. Benoni (Kaozeadenn) 7 Gen 2008 da 10:51 (UTC)[respont]
a-du. Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 11:36 (UTC)[respont]
Pa vo bet kemeret an diviz e c'hell ma bot kendeuziñ aes an daou rummad. Benoni (Kaozeadenn) 7 Gen 2008 da 10:51 (UTC)[respont]
Dispar. Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 11:36 (UTC)[respont]

Sent Breizh ha sent vrezhon[kemmañ ar vammenn]

  • D'am soñj, a-raok kendeuziñ, un ober teknikel, e vije ret studiañ peseurt diforc'h zo etre an daou anv, un ober holloueziadurel naturel en un holloueziadur. Ar sent vrezhon, din-me, zo Brezhoned deuet eus Enez Vreizh, un dra a bouez en istor Breizh. Ma vez kaoz eus se el levrioù istor, e c'haller marteze komz eus se ivez en un holloueziadur.
  • D'am soñj ne dleje bezañ kendeuziñ ebet a-raok kaout ali ar re o deus implijet ar rummadoù-se betek-hen. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 12:38 (UTC)[respont]
N'on ket a-enep ober an diforc'h ("soutil"?)-mañ, met n'eo ket me an hini eo ac'h aio da sellet ouzh istor pep sant bet renket en daou rummad-mañ evit gwiriekaat gant piv eo bet implijet pep rummad - hag oberiant e vefent holl c'¡hoazh zoken evit gallout goulenn o ali digante? N'on ket sur ivez e vije bet graet seurt diforc'h gant ar genlabourerion bet renket ar sent-mañ gante en ur c'hoût penaos eo bet graet betek-hen gant rummadoù a-seurt-mañ (da lârete eo "tud eu ul lec'h bennak). Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 12:49 (UTC)[respont]
Koulskoude eo se al labour holloueziadurel. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 13:27 (UTC)[respont]

Din-me n'eo ket heñvel "Sent Breizh" ha "Sent vrezhon". A-walc'h e vefe marteze evit bezañ sklaer sevel ur frazenn displegadenn gant un adkas e pep hini eus ar rummadoù. D'ar saverien pennadoù, ha d'ar re all da ziwall goude. Kouda?--Kadwalan 7 Gen 2008 da 13:16 (UTC)[respont]

Hervez stumm an traoù, n'eo ket ar saverien pennadoù a ziviz ken. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 13:27 (UTC)[respont]
A-du gant Kadwalan. Evit a sell ouzh ar saverion pennadoù eo ret anzav n'eo ket int-i o-unan ar re a dibab penaos ec'h a en-dro ar wikipedia hag e rumamdoù, met ar gumunizeh en he fezh hag evel-se eo bet an traoù hag evel-se emañ war an holl wikipediaoù abaoe ar penn-kentañ rak daoust ha ma c'heller derc'hel soñj eus ali ar saverion pennadoù n'eo ket dav hen ober ha n'eo ket perc'henn war ar pennadoù bet savet gante muioc'h evit ar re all. Abalamour da se e komzer eus labour a-stroll... A galon, Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 13:35 (UTC)[respont]
Kenemglev, da lavarout eo gant ar re a labour war ar pennadoù ivez. Ha ne vern petra a vo dibabet, gant ma c'hallint reiñ o ali ivez. Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 16:40 (UTC)[respont]
Hag abalamour da se em boa goulennet ali an holl evel-just. Arabat klask cheu. Neal (Kaozeal) 7 Gen 2008 da 17:40 (UTC)[respont]
Displegañ, resisaat... Netra ken.Bianchi-Bihan 7 Gen 2008 da 18:09 (UTC)[respont]


Ne gomprenan ket re petra zeu ar frazenn-mañ da-heul er rummad sent Breizh : "Er rummad-se e vo klenket sent kozh Kembre, Kernev-Veur ha Breizh. " Da lâret eo perak ober anv amañ eus sent Kembre ha Kernev-Veur? Unan a c'hallo displegañ din marteze. Mod all he zennfen a-walc'h --Kadwalan 15 Gen 2008 da 11:20 (UTC)[respont]

Ya, gwir eo eo iskis: da tennañ d'am soñj ivez. A-du gant da ginnig us-rummad "Sent keltiek". Benoni (Kaozeadenn) 15 Gen 2008 da 12:03 (UTC)[respont]
Krediñ a ran ez eo ur fazi eus ma ferzh, met pa lennan istor ar c'hemmoù ne gomprenan netra er pezh zo c'hoarvezet. Ma! Pezh a fell din lavarout eo e vije ret ober ur rumm sent vrezhon, peogwir eo un dra a bouez en istor Breizh, ha neuze e vije lakaet e-barzh ar re a zeue eus Kembre ha Kernev-Veur. An Iwerzhoniz avat ne oant ket Brezhoned, ha nebeutoc'h a oa anezho. Koulskoude, evit eeunaat (hag eeunaat n'eo ket holloueziadurel tamm ebet) eo mat din ober gant ur rumm Sent kelt, gwelloc'h eget keltiek, met ne vern. Bianchi-Bihan 15 Gen 2008 da 16:56 (UTC)[respont]