Kaozeadenn Rummad:Muzezed

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

E geriadur RH e lenner :

Muse : muzeenn f. muzed, awen f.. Ha ne vije trawalc'h ober gant muzed?--Ch. Rogel 29 Gen 2007 da 20:18 (UTC)[respont]

Muzezed a lennan e Vallée. a glot gant nimfezed, nereidezed. Hag e lakin Pleiadezed hag Okeanidezed ha re all c'hoazh war ar bern.
Muzenn e RH (marteze n'eo ket ar memes hini).
Muzed a c'hallfe bezañ ur vi-koukoug. Bianchi-Bihan 29 Gen 2007 da 22:42 (UTC)[respont]

Nann, Vallée en deus skrivet (p. 487) : muse = muzenn f. pl. -ze (ar barrennig a dalvez evit mu), da intent : muze (ar Muze = les Muses), ha goude -zed , da intent : Muzed (dre fazi emañ an eil varrennig re dost ouzh -ze ha n'eus ket -zezed, met -ze [spas] -zed).<br< Kinniget en deus Vallée daou liester : Muze (furm a-stroll) ha Muzed. Gwelloc'h ober gant Muzed, d'am meno. --Ch. Rogel 1 C'hwe 2007 da 23:13 (UTC)[respont]

Sellet em eus ivez ha sur eo ne lennomp ket ar memes levr . Me a lenn (Mu)ze-zed; perak? evit troc'hañ, peogwir eo ret mont d'al linenn all. Mat e vije dit sellet ouzh ar bajenn 534, parque, ma lennan: parkenn, -kezed. Te a lenn parked? Ha goude, klask amazone, pajenn 21. oréade, pajenn 516. N'eo ket trawalc'h? Klask océanide 508.

Sur on ne gavi ket kalz tud o lenn ar memes tra ha te. Kergidu 2 C'hwe 2007 da 00:32 (UTC)[respont]

Kleio/Klio[kemmañ ar vammenn]

Betek ma voi bet roet abegoù evit ober gant ur stumm all, mar bez anezhe, e vo doujet d'ar stumm a douj d'ar reolennoù envel bet votet war ar raktres-mañ, en degouezh-mañ "Kleio". Merour (Neal) (Kaozeal) 22 Gou 2007 da 18:27 (UTC)[respont]

E bedig ar brezhoneg a anavezan e reer gant Klio, ken plaen ha tra. Ur pec'hed er bedig-mañ, ma ranker ober van d'ober gant un anv all, evit plijout d'ar pennadurezh. Bianchi-Bihan 22 Gou 2007 da 17:24 (UTC)[respont]
(digarez, ankounac'haet am boa sinañ a-raok). Ret e vefe resisaat petre eo "bedig" ar brezhoneg - hini ar peurunvan nemetken? hini ar brezhoneg dre skrid nemetken pe hini ar brezhoneg dre gomz ivez? Ha n'eo ket ar wikipedia-mañ ul loden eus ar bedig-se ivez? N'eus forzh penaos, ur reolenn 'o war an dachenn-mañ hag evel merour e lakain ar pennadoù da doujañ d'ar reolenn-se koulz hag d'ar re all. Merour (Neal) (Kaozeal) 22 Gou 2007 da 18:27 (UTC)[respont]

Ne gavan ket fur ur reolenn ha ne dennfe kont eus ar pezh a zo bet skrivet a-raok m'eo bet kaoz eus ur wikipedia. Ijin ur stumm nes d'an anvioù gresianek n'int ket bet implijet betek-eñ a zo posubl, met mont a-enep ar skridoù brezhonek savet a-raok a zo difur. N'eus ket tu mirout ouzh implij Klio ma vo prouet eo bet graet ganti a-raok (gant skrivagnerien veur da skouer). N'eo ket afer ar verourien chañch emdroad ar yezh. --Ch. Rogel 22 Gou 2007 da 22:45 (UTC)[respont]

Wikipedia n'eo nemet ur bedig e-barzh bedig ar brezhoneg. E-barzh. Ha n'eo ket a-us (soñjal sevel ar pennad usvedoniezh). E-kichen a-wechoù, dreist-holl er c'heñver-mañ. Hag e keñverioù all. E-kichen, ha n'eo ket e-barzh, bep tro ma vo savet reolennoù-yezh ha ne dalvezont ket er-maez anezhi.
Ma'z eo reizh lakaat reolennoù zo e-barzh wikipedia e vije arabat ankouaat perak: lakaat urzh e-barzh ar wikipedia, ha n'eo ket er-maez.
Pa ya ar reolennoù diabarzh dreist an implij er wikipedia, da lavarout eo pa dennont da reoliañ ar yezh, a zo implijet un tammig er-maez eus ar wikipedia, e vije fur sellout penaos e vez implijet. Bianchi-Bihan 23 Gou 2007 da 00:56 (UTC)[respont]