Kaozeadenn Rummad:Flamenko
Neuz
D'am soñj ne dalv ket ar boan "treiñ" flamenco, evel ma ne droer ket reggae. Bianchi-Bihan 25 Du 2007 da 17:28 (UTC)
N'eo ket bet troet. Al lizher "c" n'eo ket anezhi e brezhoneg, setu tout... --Arko 26 Du 2007 da 12:46 (UTC)
- Un evezhiadenn e oa, ha ne ran forzh penaos e vo skrivet flamenco amañ. Klask a ran kompren, netra ken.
- Skrivañ a rez: Al lizher "c" n'eo ket anezhi e brezhoneg.
- Al lizherenn "c" n'eus ket anezhi? Setu pezh a soñjen ivez. Bremañ n'on ket ken sur ken, ha setu perak: e geriadur an Here, ur geriadur brezhoneg, ha n'eo ket ken fall-se, e welan : cow-boy, corrida, CD-rom. Gwir eo n'emañ ket flamenco e-barzh. Na flamenko. Met kavout a ran pizza, ha n'eus ket eus "zz" e brezhoneg.
- E brezhoneg n'eus ket "c" ebet, na "ck" ivez. Neuze e vo skrivet rok'n roll, evel kaiak? Koulskoude e kavan rock'n roll e geriadur an Here.
- E brezhoneg e vez skrivet "ou", evel plouz. Koulskoude e kavan blues e geriadur an Here.
- Ma oa poellek tud ar Geriadur (se n'eo ket sur!) o dije skrivet, me gred (met gwir eo n'on ket poellek ivez), flamenco. Bremañ ne ran forzh penaos e vo graet a-benn ar fin. Bianchi-Bihan 26 Du 2007 da 17:40 (UTC)
Mat eo, war e seblant e c'hell bezañ implijet an eil pe egile neuze. --Arko 26 Du 2007 da 18:18 (UTC)