Kaozeadenn Rummad:Astronomiezh
Ur rummad steredoniezh zo dija. Ret eo kendeuziñ. --Fulup 26 Gen 2006 da 17:03 (UTC)
Ya, penaos e vez graet ? Gellout a rit ober an dra-se ? Iskomandant Marc'heg 26 Gen 2006 da 19:44 (UTC)
Perak dija ? Savet e oa bet ar rummad astronomiezh d'ar 5 a viz Mezhevenn 2005, hag ar rummad steredoniezh d'ar 16 a viz Du 2005, ouzhpenn 5 miz war-lerc'h. Met a-du e savan gant Fulup : ret eo kendeuziñ an daou rummad.--Yun 26 Gen 2006 da 22:51 (UTC)
- Gwir eo, skrivet em boa dija war an taol hep klask pelloc'h. Gwelloc'h e vije bet din skrivañ ivez. Digoret euz eus bet ur gaoz war Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù skiantel evit gouzout peseurt termen a oa da zerc'hel, Astronomiezh pe Steredoniezh. Lakait ho soñj war ar bajenn-se a-benn ma vo gellet kemer un diviz stroll. Pa vo bet divizet peseurt termen derc'hel e vo tu da gendeuziñ en ur virout ur rummad hepken dre ziverkañ ar rummad diezhomm. Evit se avat e vo ret bezañ dilennet merourien a-raok : Lakait hoc'h anv evit bezañ merour ha na zisoñjit ket votiñ ar sizhun o tont. --Fulup 27 Gen 2006 da 11:02 (UTC)
A-du e savan gant an termen steredoniezh. Testeniekat eo abaoe ar bloavezhioù 1920 d'an nebeutañ. Savet mat eo, testeniekaet mat e meur a c'heriadur, aes da gompren. N'eus abeg ebet da chom hep ober gantañ. Arabat eo adober al labour a zo bet kaset da benn gant tud a oa araozomp. Gwelloc'h eo plediñ gant ar gerioù a ra diouer dimp. Kement a labour a zo d'ober. Me n'on ket nag "etrebroadel rik" na "keltiek rik". Klask a ran soñjal e Yann vrezhoneger da gentañ-penn ha d'am soñj ez eo steredoniezh aes da gompren. Pa vez digomprenus un termen keltiek ha pa n'eo ket stank e implij e c'heller amprestañ termenoù "etrebroadel" met an amprest n'eo nemet un diskoulm e-touez diskoulmoù all. Hent ar furnez eo an hent etre-se d'am soñj. Tec'hout a raio kuit an dud a-hend-all.