Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Patrom:XXIañ kantved

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

« XXIvet kantved » a vefe *Unanvet kantved warn-ugent, ar pezh a zo iskis ; kentañ kantved warn-ugent eo ar stumm reizh e brezhoneg, alese XXI kantved, evel ma oa a-raok ar c'hemm. --109.218.130.127 19 Gou 2021 da 12:35 (UTC)[respont]

Re wir!--2A01:CB08:8BB7:F100:ED48:37A:E621:3DA8 19 Gou 2021 da 12:42 (UTC)[respont]
Niveroù petvediñ o klotañ gant 21, 31, 41 etc. Ne vez ket lavaret *ar c’hentañ warn-ugent, mes atav an unvet (unanvet) warn-ugent, an unvet ha tregont, an unvet ha daou-ugent, etc. (Yann Gerven, Kentelioù yezhadur). --Llydawr (kaozeal) 29 Gou 2021 da 07:07 (UTC)[respont]
Un nebeut skouerioù :
  • [...], er bloaz unanved war-n-ugent euz a ren Minh-Menh (Lizeriou Breuriez ar Feiz, 1849, p. 42)
  • Lidet e vo ivez Gouel ar Mammou e Plehedel d'an unanvet ha tregont a viz mae : [...] (Arvor, 31 Mae 1942, p. 3a)
  • [...], e teue California da vezañ an unanvet Stad amerikan ha tregont, [...] (Kenan Kongar, Al Liamm niv. 187, Meurzh/Ebrel 1978, p. 115)
  • Unanvet pennad warn-ugent (Yeun ar Gow, Enez an teñzor, Al Liamm, 1997, p. 140)
  • Da zerc'hent unanvet deiz ha tregont e c'hanedigezh [...] (Ar prosez, troet gant Françoise Lermen, 2015-2016, p. 108)
2.14.212.202 29 Gou 2021 da 11:08 (UTC)[respont]

Salud, Ha koulskoude e c'haller lenn er pennad diwar-benn Y Wladfa : « E deroù ar XXIañ kantved e save an niver a dud a orin kembreat e Patagonia da 20 000 pe war-dro. » ha chomet dicheñch ar frazenn-mañ abaoe ouzhpenn bloaz warn-ugent... Skouerioù all a zo marteze. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:3D3D:7254:3EE4:3AD8 29 Gou 2021 da 12:23 (UTC)[respont]

Ya, amañ ivez.--2A01:CB08:8BB7:F100:3D3D:7254:3EE4:3AD8 29 Gou 2021 da 12:26 (UTC)[respont]
  • "21° unanvet warn-ugent" (Roparz Hemon, Yezhadur berr ar brezhoneg, Al Liamm, 1979, p. 86)
  • "En tu-hont da ugent e reer kentoc'h gant unanvet e-lec'h kentañ." (F. Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, Al Liamm, 1995, p. 265)
  • "unanvet [...] Unanvet pajenn ha pevar-ugent [...]" (Geriadur brezhoneg, An Here, 1995, p. 1177)
  • "unanvet [...] Unanvet pajenn ha pevar-ugent [...]" (Geriadur brezhoneg, An Here, 2001, p. 1352)
2.14.212.202 29 Gou 2021 da 12:49 (UTC)[respont]
A zo gwir, ya. Met KENTA PENNAD VARN-UGENT ivez ha lezet evel « KENTAN PENNAD WARN-UGENT » gant skipailh Al Liamm en devoa graet war-dro kempenn Emgann Kergidu kent adembannadur romant Lan INISAN...--2A01:CB08:8BB7:F100:617B:9CA1:47B6:A161 29 Gou 2021 da 14:11 (UTC)[respont]
N'on ket Yann Gerven, ne sell ket ouzhin ar pezh ho pefe da lavarout dezhañ pe da Llydawr. 2.14.212.202 29 Gou 2021 da 14:50 (UTC)[respont]
Pa gaver an eil hag egile er skridoù brezhonek, e vefe mat ha fur degemer an daou e Wikipedia, kentoc'h eget mont da asuriñ "kentañ kantved warn-ugent" eo ar stumm reizh e brezhoneg" pe "Ne vez ket lavaret ar *c'hentañ warn-ugent". --Llydawr (kaozeal) 29 Gou 2021 da 14:57 (UTC)[respont]

A-du. Ne gomprenomp ket mat perak eo bet damveneget Yann Gerven ; doujañs hon devez outañ. Seblantout a ra bezañ ouzhpenn poellek kinnig Llydwar.--2A01:CB08:8BB7:F100:617B:9CA1:47B6:A161 29 Gou 2021 da 16:03 (UTC)[respont]

Ne gomprenit ket mat, anat eo. 2.14.212.202 29 Gou 2021 da 16:56 (UTC)[respont]
Displegit deomp 'ta neuze.--2A01:CB08:8BB7:F100:617B:9CA1:47B6:A161 29 Gou 2021 da 17:20 (UTC)[respont]
Kaer ho po ober gant ar c'hentañ gour lies, biken ne viot ur vaouez. 2.14.212.202 29 Gou 2021 da 18:14 (UTC)[respont]

Eus a c'hwec'hvet warn-ugent e oa aet da unanvet ha tregont. (Pikoù mab e dad, 1983, p. 210)