Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Glombzh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Glombzh, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Glombzh. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.


Kalon dit da genderc'hel ganti. Ma'z pez ezhomm tra pe dra e c'hallez dont e darempred ganin. --Fulup 15 Kzu 2009 da 16:05 (UTC)[respont]

Salud dit. Desket em eus amañ, er Wikipedia brezhonek, e veze erbedet skrivañ 3 gant Frañsez Kervella en e Yezhadur Bras ar Brezhoneg. Met ma fell dit skrivañ 3de e ranki ober gant ar patrom {{-de}} rak dalc'het eo bet {{de}} evit an alamaneg : (de). A galon, --Yun (kaozeal) 12 C'hwe 2010 da 22:33 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h

[kemmañ ar vammenn]

Trugarez deoc'h evit ho tegemer tudoù. Klasket e vo ober un nebeud traoù da gemer perzh er raktres entanus-mañ --glom

Demat, campagne Wikimedia CAT

[kemmañ ar vammenn]

Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot 14 Mez 2010 da 13:28 (UTC)[respont]

Skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Klask a rin respont d'ar goulenn "penaos eilañ skeudennoù". Da gentañ e ranker lakaat anv ar skeudenn zo bet kavet en ur Wikipedia all e-barzh ar pennad (gant ar meneg Skeudenn: pe Image:). M'emañ ar skeudenn-se e-barzh "Commons" e teuio war wel hec'h-unan. Penaos ober ma ne zeu ket war wel ? Rankout a rez mont war ar bajenn ma 'peus kavet ar skeudenn (ur pennad gallek pe saoznek pe forzh peseurt yezh all). Klikañ a rez ur wech warni (klik dehou) ha dibab a rez "enrollañ ar skeudenn" ("enregistrer la photo"). Enrollañ a rez anezhi e-barzh da urzhiataer. Goude se ez ez en-dro d'ar pennad brezhonek. Klikañ a rez war anv ar skeudenn a zeu war wel gant liv ruz war da bajenn (daou glik kleiz). Neuze e teu war da skramm ur skrid anvet "Eilañ war ar servijer". Evit "anv ar restr da gas" e lakaez anv ar skeudenn zo war da bladenn galet (oc'h ober gant "Parcourir" evit reiñ anv ar restr hag an "hent" da vont d'he c'havout). Goude n'eus nemet klikañ war "Kargañ ur restr" e traoñ da skramm. Ma tremen mat pep tra e teuio ar skeudenn war wel e-barzh ar pennad. A-wechoùigoù e vez diaesterioù (ne oan ket deuet a-benn eus ma zaol gant ar skeudenn kavet er Wikipedia gallek da skouer) met ne c'hoarvez ket alies. Neuze e c'helli goulenn sikour digant ar re all ! A galon, --Llydawr 16 Mez 2010 da 20:10 (UTC)[respont]