Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Fulup/dielloù/2005

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

Degemer mat ha gwir eo ez eus kalz a draou d'ober evit ma vo ar Wiki brezhoneg ur benveg da ledanaat tachenn ar brezhoneg e pep skiant, kelenn ha teknik hag ezhomm ez eus evit difraostañ anezhi eus muioc'h a arbennigourien ha troourien.

Ch. Rogel 23:10, 27 Jun 2005 (UTC)

trugarez evit ar reizhadennoù. bizskrivañ a ran ken fall ivez oc'h implijout ma yezh kentañ, met un difazier am eus evit ar saozneg (goût a ran ez eus unan e brezhoneg, met n'em em ket bet prenet anezhañ) Neal 4 July 2005 17:15 (UTC)

Kunujenniñ

[kemmañ ar vammenn]

Hè espèce d'enculer de médeux t'aurais pas envie d'apprendre à parler avant de donner des leçons aux autres sans savoir de quoi tu parles. C'est d'ailleurs pour ça que je te parle en français car je ne parle le breton qu'avec des bretonnant que soit j'apprécie ou soie que je ne connais pas. Mais toi t'es vraiment qu'un résidu de capote trouée. Pov mec va lêcher ta mammig. PS. gant ma gwellañ gourc'hemennoù evel-just (sevended da viken)

Mat, da nebeutañ eo sklaer an traoù. Louzañ an dud hag en em guzhat a-dreñv d'un niverenn p'en em gaver gant unan na soñjer ket eveltañ... A-benn pegoulz ar c'hampoù-bac'h evit an dud fallakr a gred c'hoazh skrivañ e peurunvan ? Petra o deus seurt kozh kaozioù da welet gant spered Wikipedia. Diaes e vo desachañ tud nevez da gemer perzh en hor wikipedia gant seurt speredoù ken digor. Tremen poent eo kaout ur merour war hor wiki evit merañ an traoù-se. Fulup 15:50, 9 August 2005 (UTC)

Mais non, mais non il n'y a point d'insultes ici juste des évidences. J'ai du respect pour la merde, ça (ou il) a quand-même été chié par quelqu'un ce pauvre petit tas. A galon

Dilenn merourien war ar wiki

[kemmañ ar vammenn]

Ne welan ket da betra e servichfe kaout ur melestrer (hag ur melestrer hepken, biskoazh kement-all !) : 1. Peurvuiañ war ar Wikipediaoù ez eus ur skipailh melestrerien dilennet hag e vez goulennet dezho m'o-doa diskouezet e oent gouest sevel un toullad pennadoù ha harpañ evit sevel pajennoù boutin (pajennoù, sikour, patromoù h.a.). 2. Ne vez ket dilennet ar velestrerien evit disaotrañ ar Wiki (pa 'z eus distruj pe gunujennoù), rak atebegezh an holl genskriverien eo . 3. Gwir roll ar velestrerien a zo nullañ ar pajennoù dizimplij ha bezañ tredeoged pa sav un tabut etre kenskriverien. Dezho da genskrivañ etrezho evit sevel ur menoz sklaer. Un drevez a zo war boent an doare-skrivañ, lezomp an traou evel m'emaint. Pa vo tri-c'hant den enskrivet e vo poent sonjal war aozañ dilennadegoù.
G.S. : Bez e c'hellez diverkañ ar c'hunujennoù a-us : mestr war da bajenn out.

Ch. Rogel

Kê da vél var Template talk:Commons a-rôg hadlakad da zoère da vélet an trow ha nompass hadlakad ar pennad orin a oa : "roadoù" ha pass "roadennoù" evel peus kinniget. Réd é soñjal diw véch a-rôg cheñch-dicheñch ar pennad, just var-zigare ne blij ked dit ma skritur ne dalv ked ar boan dit lenn ar péz 'm eus kinniget amañ, ha bon ? braw é an demokratelez amañ var wikipedia Lip-Chopin 15:04, 11 August 2005 (UTC)

Neptuegezh

[kemmañ ar vammenn]

Degemeret mat am eus da gemenn mintin man (Gwener 36/8/05). Kavout a rae din em boa c'hwennet ar pennadoù e doare ma chomfent neptu. An danvezioù a veran a zo o flas en ur c'helc'hgeriadur a gredan, met ma gomzer eus ar Bibl da skouer, pe c'hoazh eus an Aeled pe eus Istor an emsav, se a zo danvezioù gwirion ha klasket am boa chom hep bezan tuek : diskouez fedoù ha rein ar ster anezho evit ar feiz kristen da skouer pe evit ar vroadelourien diouzh un tu all, hep kemer perzh er gaoz evel aozer. Klask a rin teurel evezh muioc'h eta hogen mat e vefe kas din evezhiadennoù RESIS ur wech an amzer da sachan ma evezh pa gouezhan en trapedoù merket ganit. a galon T. Gwilhmod --Gwilhmod 26 Aug 2005 à 08:16 (UTC)

Tamm sikour...

[kemmañ ar vammenn]

Klasket em eus sevel ur pennad nevez, n'on deuet a-benn nemet da lakaat stlabez war 1 bajenn pe ziv...mezh warnon, c'hwitet em eus war un elfenn eus an argerzh war a seblant...

Trugarez vras evit da gourc'hemennoù :) --Node ue 27 Aug 2005 à 05:02 (UTC)

Brezhonekaat ar skeudennoù

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit Fulup,

Evit brezhonekaat skeudennoù ar pennad Ezklozadur em eus graet gant Paint Shop Pro a c'helli kavout war ar wiad evit netra. Yun 30 Aug 2005 à 13:04 (UTC)

Ma m'eus kalon a-walc'h brezhonekaat a rin kartenn ar broioù gant Paint shop pro ivez (met kalz labour 'zo evit cheñch an anvioù) Paotr 30 Aug 2005 à 16:26 (UTC)

  • Evit diverkañ ar gerioù hep diverkañ an diadreñv :
    • Mard eo unvan (unliv) an diadreñv e c'helli ober ur c'hlik dehoù warnañ gant ar bibedenn. Neuze e teuio ar liv-se war wel er skouergorneg bet diuzet ha diverket.
    • Ma n'eo ket unvan ha ma fell dit mirout anezhañ e vo kalz diaesoc'h: gallout a rafez brasaat ar skeudenn ha diverkañ ar skrid piksel-ha-piksel. Evel-just e chomo toulloù e-lec'h ar skrid diverket. Neuze e c'helli lakaat ar skrid brezhonek (un tamm mat eus an toulloù a vo kuzhet) ha goude se, leuniañ an toulloù gant an dorn (piksel-ha-piksel adarre). Kalon vat dit !
  • Evit skrivañ er memes mod hag an destenn orin :
    • Gra ur c'hlik kleiz gant ar bibedenn war ar ger kozh (a-raok e ziverkañ evel-just :-) evit pakañ liv al lizherennoù.
    • Pa gliki war ar skeudenn goude bezañ kliket war ar bouton A (texte) e teuy ur prenestr war wel. Aze e c'helli diuzañ doareennoù al lizherenoù : anv, stil, ment, lizherenneg. Gant se e rankfes kaout un destenn vrezhonek heñvel a-walc'h (a-fet stumm) ouzh an hini orin.

Yun 31 Aug 2005 à 17:25 (UTC)

logo Breizh

[kemmañ ar vammenn]

Salut dit,

Sur out ma n'eus copyright ebet gant al logo ?

--Paotr 11 Her 2005 à 12:38 (UTC)


Treuzlizherennadur

[kemmañ ar vammenn]

ha sur out n'eo ket nag ezhomm na ret brezhonekaat treuzlizherennadur anvioù arabek (pe c'hoazh sinaeg, h.a.)? penaos ober evit ober hervez mod ar yezhoù all pa vezont skrivet 'sh' e saozneg pe 'ch' e galleg? 'yasser arafat' e vez ggreat outañ e galleg d'am soñj, met ne vefe ket resoc'h treuzskrivañ 'yasir arafat' e brezhoneg hervez ma vez distaget e anv en arabeg gant al lizherennopu brezhonek tostañ? Neal 11 Du 2005 da 15:18 (UTC)[respont]

respont.... da gentañ-penn e rankan lâret ne gomprena ket ar pezh eo sañset talvezout "degemeret eo bet" ar frzenn-mañ¡r-frazenn ha a c'heller klevet gwech ha gwech all evit digareziñ gerioù bet savet fall e brezhoneg? gant piv int bet degemeret - ganin-me ha gant meur a hini all n'int ket bet moarvat. gant re an here 'michañs? a-du on e ranker ober gant ar pezh a zo, met keit ha ma vez amzer marteze e vefe mat renkañ ha reizhañ un nebeut traoùgoù bet lakaat da vat gant geriadioù kent (h n'eo ket hini an here nemetken, evel-just). da lâret eo e vez labouret amañ c'hoazh gant tud barrek n'eo ket ken war ar brezhoneg met ivez war takadoù arbennik ha d'am soñj e vefe mat d'an holl degemer ali tud arbennigour war o zachenn kentoc'h evit hini ar re n'int ket- da skwer, me gav din furoc'h heuliañ ali un den a oar arabeg pe d'an nebeutañ unan a c'houvez penaos ec'h a war-dro ar yezh-se kentoc'h evit unan ne oar tamm ebet hag a zo techet d'ober hervez ar yezhoù all (europat, evel-just!) pa vez ret sevel treuzskrivadennoù evit anvioù arabek. n'eo ket kalz tra hag an darn vrasañ dioute n'int ket bet 'degeemret' gant hini ebet betek-hen, amzer eo bremañ neuze sevel erbedennoù.. setu an erbedennoù a ran-me neuze er c'heñver-mañ: treuzskrivañ kement son heñnvel hervez reolennoù reishskrivañ ar brezhoneg atav (ou kentoc'h evit u evit /u/ hag u evit /y pe c'hoazh c'h evit /x/ kentoc'h evit kh ha ch evit ar son /S/ kentoc'h evit sh ober gant un s evit ar son /s/ ha n'eo ket heuliañ ar saonzeng pe ar galleg dre implijoput daou ss). ne gomprenan ket tamm ebet abalamour da betra e vez skrivet burundoi met distaget bouroundi - marteze eo hennezh (evel meur a hini all) ur fazi bet silet e-barzh... evel-se em eus great evit brezhonekaat anvioù yezhoù afrika dre vras (ha n'eo ket anat a-wechoù - sellet a ran ivez ouh an anvioù orin ha n'eo ket nemet ouzh o anv e galleg hag e saozneg evit gwelet hag-eñ e vez un tu poelloc'h pe aezetoc'h d'ober e brezhoneg). evit ar pezh a sell ouzh treuzskrivadur an anvioù arabek, rusek hag all e vefe mat dimp klask sevel taolennoù ganyt kevatalderioù... (g.s.: n'eo ketheñvel tamm ebet afer 'pekin(g)' ha beijing, met kentoc'h un afer treuzkompren penaos e vije bet ret distagañ 'pekin'... hen goût mat a rez, sur, met mar fell dit e c'hellfen displegañ un tammig hiroc'h). ret eo goût hag-eñ e fell dimp treuzskrivañ pe treuzlizherenniñ, da skwer gresianeg 'gia' pe 'yia',


Patrom IPA

[kemmañ ar vammenn]

ha posubl e vefe lakaat kentoc'h 'patrom LFE' rak evel-se em eus graet betek-hen e brezhoneg (lizherenneg fonetikel etrebroadel) diwar ar saozneg 'internatioanl phonetic alphabet' evit adkas berradurioù? trugarez ha kalon vat dit, Neal 23 Du 2005 da 17:28 (UTC)[respont]

Dispar eo ar meneger prim : ur sapre aezamant ! --Neert 20 Kzu 2005 da 20:28:53 (UTC)


Trugarez evit da bostel

[kemmañ ar vammenn]

Salut dit Fulup, Ne blij ket din doare da skrivañ all eus peurunvan. Ne blij ket din Robin Hood o skrivañ atav e "niñportnaoueg". Setu perak kemer a ran an anv se. Ne skrivan ket mat brezhoneg met mat e vefe da reizhañ holl pennadoù skrivet e "Brésonèc tradissionèl". Petra soñj dit eus ar raktres? --- روبين هود


Keltek ha keltiek

[kemmañ ar vammenn]

Ar skritur "keltek" zo ar gwir skritur hervez deveradurezh ar ger orin, an anv-gwan zo an dibenn "-ek" gantañ, evel "gallek", "brezhonek", "saoznek" ha kement zo... Hag an anv-gwan "keltek" zo graet diwar ar ger "kelt" ha neket "kelti" neuze n'eus ket ezhomm skriviñ "keltiek", zo ur fazi deveradurezh eo.

Bremañ-nomañ e c’haller ober gant an daou stumm (gw. geriadur favereau : http://www.agencebretagnepresse.com/dico/dico.cgi?dico=francais&key=celtique&buton=Traduire) mes ar c’hembraeg hag ar c’herneveureg a ra gant ar stummoù gwir "celteg" ha "keltek".

Neuze n'eus fazi ebet ganin skriviñ "keltek" ha n'eus ket ezhomm cheñch ma doare skriviñ evit ar ger-mañ... Arabat ober e-giz Buch a anv ar C’hresianed "Greekians" e lec’h "Greek"... lol

--Breizhadig 17 Kzu 2005 da 14:45 (UTC)[respont]

Buzantion/Bizantion/Bizañs

[kemmañ ar vammenn]

Kavout a reer ar stumm "Buzantion" war geriadur Vallée ha "Bizantion" war geriadurioù Roparz Hemon. Gant Vallée e veze brezhonekaet an "upsilon" gresianek gant al lizherenn "u" (da skouer Olympiade olumpiadenn). Reizh e oa marteze. Met hiziv peurvuiañ e kaver "i" er gerioù amprestet digant ar gresianeg ha brezhonekaet (olimpek, oksigen, hidrogren, Bizantad eo a gaver e geriadurioù R. Hemon pe geriadur An Here). Gwelloc'h e kavan ober gant ar stummoù-se. --Llydawr 18 Kzu 2005 da 17:55 (UTC)[respont]

Porched Babel

[kemmañ ar vammenn]

Kroget 'm eus da sevel ur porched diwar-benn ar yezhoù (Porched:Babel) dindan patrom an hani a zo e-barzh Wiki e Galleg mes n'eo ket naet pep-tra, gwelout a rin se warc’hoazh. N'ouzon ket penaos skarzhañ an daolenn deus ar porched neuze ma oarez pe ma 'teus soñjoù all, gra. Laosket 'm eus pep tra e-giz-se evit bremañ, re ziwezhat eo evit mont war-raok...
--Breizhadig 24 Kzu 2005 da 03:48 (UTC)[respont]


El levrioù a implijan (Cassard, Guillotel... hag Elegoet meneget), eo merket eo e vab. Iskomandant Marc'heg 30 Kzu 2005 da 20:27 (UTC)[respont]