Kaozeadenn Patrom:Commons
Trugarez da zoujañ d'an dibab gerioù bet graet gant an aozer pe da lakaat hoc'h evezhiadennoù er bajenn-mañ. Fulup 12:45, 11 August 2005 (UTC)
Digarechou toud, bon sed ahe ma eveziadenn :
- Ster "road" so e galleg "un don", da lâred-é "ar péz vé roët da ub", dram-a-se n'é ked mad evid troi divar ar galleg "donnée". Gwelloh e vefe implija ar gér "Data" hag a vé implijet e sôsneg ive.
Hag a mô-se zo : Data "coll", dataenn "sing", dataennoù "plur" ha dataeg (banque de données)
Ahe n'eus tamm ideologïez e-béd, neméd ster-rik ar geriou. Amañ zo eur "fazi" bras evel m'é bét displéget barz ar gazetenn "Ar Falz", eur véch bennaked pa zo bét kont deus se gate.
A galon Lip-Chopin 13:04, 11 August 2005 (UTC)
Trugarez evit bezañ displeget ho soñj
- Ne gav ket din e tleer dre ret amprestañ ar ger saoznek. Mard eo gwir e talvez ar ger road kement ha don e galleg, ne vir ket ez eus tu, evel evit ne vern pe c'her all, astenn e ster diouzh an ezhomm, evit bastañ da ezhommoù nevez. Setu dres ar pezh zo c'hoarvezet gant ar ger gallek donnée, just a-walc'h. Goude gwiriañ e welan ec'h erbed geriadur an Here ober gant an adstumm roadenn kentoc'h. Setu, reizhañ a ran evit roadenn. Fulup 13:25, 11 August 2005 (UTC)
Data so eur gér latin ha pass sôsneg, implijet é ive ba kals langajou all sort d'ar sôsneg da skwér. Ne ked daw kemer skwér divar ar galleg bép tôl seul vui ma n'é ked reiz ar lâradenn Lip-Chopin 14:25, 11 August 2005 (UTC)
Pe-tram sed ahe ive péz m'eus kâet divar-benn Road ha Diaz :
- Même tabac pour dias, qui veut dire «bas», «bas-fond» (de *dus- «mauvais», «bas »; cf. gaélique duasach «pénible», grec dusis «ponant») et qui a été rapproché à tort de diasez, qui en est totalement indépendant, et confondu avec lui. Grâce à quoi on nous a servi un «diaz roadoù» («bas-fond de cadeaux»), qui entend traduire «base de données» (anglais data base, breton accessible : dataeg).
Roi eur sell var ar pennad en e béz var al lèhienn : http://www.geocities.com/ar_falz/Raude2.htm
Sed ahe eur pennad a vefe mâd d'an dud roi eur sell varnoñ ive : http://www.geocities.com/yann_gerven/pennadou2.html
Lip-Chopin 14:32, 11 August 2005 (UTC)
- Stadañ a rankan ne soñjomp ket heñvel war ar c'hraf-mañ. N'eo ket peogwir en deus graet ar brezhoneg e vad eus un diskoulm degaset e galleg eo fall dre ret. N'eo ket peogwir e vez implijet ur ger e saozneg (ne vern e orin) eo gwelloc'h dre ret. Kavout a ra din ez eo un diskoulm mat ar ger roadenn hag e vez lennet hag implijet kalzik a-benn bremañ. Termenet eo gant ar ster implijet aze er geriadur brezhoneg. Goulenn a ran diganeoc'h doujañ d'ar pennad savet ganin memes tra eta. Trugarez. Fulup 15:08, 11 August 2005 (UTC)
Bon, n'eus ked moien da gojeal ganèh-hwi toud rag memes an trow heverk evid neb a oar mâd ar brezoneg e chomez diblekabl. Hag ive, dén e-béd zo mestr var eur pennad, ha dreist-oll var eun template hag a jervicho da toud an dud. Lip-Chopin 16:08, 11 August 2005 (UTC)
Lenned em eus ar pennad gant A.J Raude, hag ar gwir so gantañ. Med da ma soñj e vefe emsavoc'h amañ ober gant Data "stroll" hag a glot rik gant ar pezh a c'houll ar pennad lâred Chañ Maï 18:26, 11 August 2005 (UTC)
- http://en.wikipedia.org/wiki/Template:Commons a lar kement-mañ :
- "Wikimedia Commons has more media related to:"
- Setu gwelloc'h e vefe lakaad "Media all a hall bezañ kavet e-barzh Wikimedia Commons" da ma soñj (pe "Traoù all" memes, pe "Mediaioù all" mar n'eo ked "media" ur "ger stroll" med ur ger normal e-gis en galleg)
- Pennig-Maout 19:56, 12 August 2005 (UTC)
Reizh eo media, mediaoù ha e vo kavet er Wiki brezhoneg dija. Koulskoude, ne zeu ket gant ar memes ster eget e saozneg. Media, koulz e galleg hag e brezhoneg, a denn d'ar wask, d'ar sineme, d'an tele, pa vez ledanoc'h ar ger e saozneg. Kavet e vez ar ster-mañ e "multimédia", rak e ra meneg da liesegezh ar modoù embann(testennoù, filmoù, sonerezh hag all). N'eus ket ur ger galleg evit ar ster-se nemet "support" (br. : paron a ginnigan) un tammig strizh. Troidigezh rik, met hir awalc'h : Kavet e vo (vefe?) muioc'h a zanvezioù liesseurt war an tem-mañ er Wiki. Commons.
Ch. Rogel 22:23, 12 August 2005 (UTC)
Da ma joñj e hellfe bé ledannéet ar gér Media evel zo bét gréet e sôsneg (n'eus forz pe-neuz n'é ked brezoneg ar gér-se). Pé-tram 'm eus joñjet ba eur ger all a hellfe goloi ar ster-mañ : Danvez-media hag a vefe da heul : "Danvez-media a vez kavet e-barzh ar Wiki. Commons"
Bon n'é ken méd eur soñjadenn, med kavoud a ran anehi madig-awalh evid deskriva péz zo barz (danvez a denn d'ar media). Lip-Chopin 01:02, 13 August 2005 (UTC)
- Ne vefe ked "mediaoù" med "mediaioù" (e-gis "loaioù", "sinemaioù"...)
- "Kavet e vo (vefe?) muioc'h a zanvezioù liesseurt war an tem-mañ er Wiki. Commons" zo ur frasenn fall : n'eus ked reson e-bed da gomañs gant ar verb. Ur frasenn vrezhoneg frammet mad a gomañs gant an topik. Deus petra vo kaos e-barzh houmañ ? Pass deus "kavoud" : lenner ar pennnad ne vern ked dehañ "kavoud". Pass deus "Wikimedia Commons" kennebeud. "Pezhioù-media all war an tem-mañ" a hallfe dont da gentañ. Setu "Pezhioù-media all war an tem-mañ a hall bezañ kavet e-barzh Wikimedia Commons" zo mad. Pe c'hoazh "War an tem-mañ ez eus pezhioù-media all e-barzh Wikimedia Commons" pe un dra gwelloc'h.
- (Ha da ma soñj "traoù" a tafe amañ kals naturelloc'h eged "Danvez-media" pe "pezhioù-media" pe netra all.)
- Ne vez ked lâred "ar Wikimedia Commons", setu e vefe "e(n) Wikimedia Commons", med da ma soñj "e-barzh" zo kals gwelloc'h amañ.
- Anfin... peb frasenn deus pep pennad brezhoneg arnewez, e vefe traou da gritikañ e-barzh. (ouzhpenn choas ar gerioù, evel just)
- Pennig-Maout 19:39, 13 August 2005 (UTC)
Da berag e vefe amañ "a hall bezañ kavet" ? Tra-walc'h ober gant "a vez kavet" hag a so ur frasenn naturelloc'h e brezhoneg. Bremañ neuse zo frasennoù hag a vefe reizh amañ :
- Danvez-media (all war an tem-mañ) a vez kavet e-barzh Wiki. Commons
- Pezhioù-media (all war an tem-mañ) a vez kavet e-barzh Wiki. Commons
Peheni choas neuse tre an dow ? Chañ Maï 20:09, 13 August 2005 (UTC)
N'eus ket kaoz eus "danvez a denn d'ar mediaoù" peogwir e intent ar saoznegerien medium evel "matériel d'information" ha n'eo ket ar c'helaouennoù h.a., ar moien dindan n'eus forzh peseurt stumm eo. Setu perak e soñjan e vefe posubl treiñ gant dafar implijet ingal e dornlevrioù an eil derez (s.o. dafar pedagogel implijet gant TES). Ur ger ha n'eo ket bet ijinet a-nevez. Neuze : "Dafar all ez eus e Dafaroù boutin ar Wikipedia. Rag-se, ret eo treiñ "Commons" ivez.
Ch. Rogel 21:02, 13 August 2005 (UTC)
- An diw frasenn zo ken naturel an eil hag he-ben. Pezh zo, "X-où a vez kavet e-barzh Y" a sinifi kentoc'h "on trouve (habituellement) des X dans Y" ; "X-où a hall bezañ kavet e-barzh Y" a sinifi "des X sont disponibles dans Y", pezh e faot deomp lâred amañ.
- WP galleg a lâr : "Wikimedia Commons possède des documents multimédia sur ...". Me a larfe "Traou multimedia all war an tem-mañ a hall bezañ kavet e-barzh Wikimedia Commons". (Pe "Dokumanchoù multimedia")
- "dafar" zo ur ger stroll, a gav din ? Mod-pe-vod, n'eo ked anavezet mui.
- "Wikimedia Commons" zo ur wiki saosneg : gwelloc'h chom gant an hano saosneg.
- Pennig-Maout 15:09, 14 August 2005 (UTC)
Dafar vé anvéet hoaz ba bro Gwened herver geriadur Faverau. Ma vé ledannéet ster Media evel e sôsneg e vefe moien kinnig eur frasenn mod-mañ : Dafar-media war-wel d'an holl e-barzh Wikimedia commons. Lip-Chopin 19:14, 14 August 2005 (UTC)
Nag a arguzennerezh evit un tamm frazenn ken dister. Biskoazh kement all ! Ma vije lakaet kement a nerzh evit sevel pennadoù nevez evel ma vez lakaet evit pismigañ brezhoneg an amezeg ez afe ar yezh un tamm muioc’h war-raok. Sur. Met marteze n'eo ket ken farsus. --Fulup 22:58, 15 August 2005 (UTC)
Me, evid kôjéal diaflak eun tamm bi'n, ne ran ked foutré-kàer deus ped pennad vo var wikipedia gant ma vo reiz ar péz vo barz ennoñ. Dre hadlenn meur a bennad 'm -eus sâet eur bilbern fôtchou a-fed : gramadeg, frasennadur (choas ar gérioù se so eun afer all a gaf tign) ...
Lâred vé ganèh bép tôl ma n'é ked a-du eun dén bennaked ganèh : "evit ar re yaouank". Petra a fôt dèmp ama ober ? Sevel eun añsiklopedi ma hallo néb a oar brezoneg mond da lenn pennadoù bét srivet mâd d'an nëbeuta (frasennadur, gramadeg, urz ar gériou...) Ha me lâr so dèh la zo labour a-wah d'ôr evid freskâd ha reiza ar pennadou bét sâet beteg-henn Lip-Chopin 08:45, 16 August 2005 (UTC) (da skwér : roi eur sell var Talk:Kazh)
Kontant on pa welan eo bet reizhet meur a dra em fennad Kazh gant Lip-Chopin : skouer mat spered ar Wikipedia eo gant ma ne vo ket savet tabutoù diehan war choaz ar gerioù. N'eo ket asur ma brezhoneg e-keñver ar yezhadur hag ur skol vat eo din ar Wiki. Ezhomm hon eus sevel muioc'h a bennadoù (ur babig bihan-tre e chom ar Wiki brezhonek), met n'eo ket fall arguzenniñ war implijoù ar gerioù, war glask ar ger reizh pe verroc'h. Graet e vez e pep yezh ha reiñ a ra ul lusk mat evit mont war-raok. Koulskoude evel em eus warni dija, ar pezh a vez implijet en deskadurezh vrezhonek a zo da resev evel ur merk ha pa 'z eus meur a lavar-dislavar (etre geriaougi Diwan, levrioù An Here ha dornlevrioù TES da skouer)
Ch. Rogel
Anv
[kemmañ ar vammenn]A c'hallfe bour anvet kenwiki, wikistal, Kerandafar... Bianchi-Bihan 26 C'hwe 2009 da 14:50 (UTC)