Kaozeadenn Implijer:Brekilien

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Salud dit ! Savet 'peus ur goulenn en Davarn. Gwelet em eus ez poa implijet ar patrom "Infobox kumunioù Breizh" er pennad diwar-benn Chapel Itron-Varia Kerzevot. Ne zeree ket ar patrom-se evit ar pennad-se. Graet eo ar Patrom:Infobox kumunioù Breizh evit lakaat un daolenn e-barzh ar pennadoù diwar-benn kumunioù Breizh, gant perzhioù ar gumun. Evit ur pennad diwar-benn ur chapel e vefe ezhomm da gaout ur patrom all, met n'eus ket anezhañ evit ar mare. Savet en deus an Implijer:Lagad Zoltec un daolenn e-barzh da bennad, evit kinnig perzhioù ar chapel. Marteze ez eo un dra evel-se 'poa c'hoant da gaout. Met n'eo ket ur patrom graet-ha-tout a zo bet lakaet gantañ, unan savet gantañ diwar skouer ar pezh a gaver er Wikipedia gallek ne lavaran ket. Da c'hortoz ma vo savet ur patrom er Wikipedia brezhonek, e c'haller adimplijout e pennadoù all ar pezh en deus graet. A galon, --Llydawr (kaozeal) 6 Her 2018 da 15:28 (UTC)[respont]

Trugarez Implijer:Llydawr; gouzout a raen e oa ur fazi da implij ar patrom-se met n'em boa ket kavet unan all gwelloc'h. An hini graet gant Implijer:Lagad Zoltec zo mad awalc'h evit bremañ. Klask a rin divezatoc'h, pa e vin barrekoc'h war wikipedia, da krouiñ unan a-feson. A-galon.--Brekilien (kaozeal) 6 Her 2018 da 16:00 (UTC)[respont]
Taol evezh ! N'eus ~ ebet war ar ger "itron". --Llydawr (kaozeal) 6 Her 2018 da 19:12 (UTC)[respont]