Kaozeadenn Implijer:Beg Lipous
Neuz
Anv implijer
Demat dit,
Ma komprenan mat az eus kollet da gont ur wech all. Gwelet am eus krouidigezh ar gont Bianchi-Kozhki er marilh, ganit eo bet graet? Huñvreüs (kaozeal) 17 Kzu 2022 da 13:19 (UTC)
- Krouiñ ur gont nevez a c'hallen ober, met ... pelloc'h n'hallen ket mont, ha ne oan ket evit kompren. A-benn ar fin em eus gwelet e oa serret ma IP. Me garfe unvaniñ an holl gontoù. Beg Lipous (kaozeal) 17 Kzu 2022 da 16:11 (UTC)
- Ha gallout a rafes ober un tapadur skramm eus ar pezh a vez diskwelet pa glaskez kevreañ gant ar gont Bianchi-Bihanig pe ober ur c’hemm ganti? Pe kas din da chomlec’h IP en un doare prevez, dre bostel da skouer? Huñvreüs (kaozeal) 17 Kzu 2022 da 16:34 (UTC)
- Ne welan ket penaos kas ur postel d'ur chomlec'h n'anvezan ket. Beg Lipous (kaozeal) 17 Kzu 2022 da 16:41 (UTC)
- Kae da Dibar:KasPostel
- Skriv ma anv implijer, klik war « Kas »
- Skriv ar pezh az peus c’hoant, klik war « Kas »
- Huñvreüs (kaozeal) 17 Kzu 2022 da 17:00 (UTC)