Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Ballon845

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

D'am soñj ne c'hallez ket lavarout e reizhez ar skritur pa gemmez damheñvel e damhañval : an daou zo mat. A galon. Bianchi-Bihan 22 Meu 2009 da 07:28 (UTC)[respont]

A dra sur, met pa vez implijet daou stumm er memes pennad, ret eo choaziñ unan, d'am soñj. A galon. Ballon845 23 Meu 2009 da 02:35 (UTC)[respont]
Gwir eo, n'em boa ket taolet evezh. Bianchi-Bihan 23 Meu 2009 da 05:03 (UTC)[respont]
Pennad savet gant unan yaouank eus hon liseoù. Benvegoù zo e Geriadur an Here, met n'eo ket falloc'h lakaat ar stumm anavezetañ, binvioù. Gra 'ta. Bianchi-Bihan 31 Meu 2009 da 05:34 (UTC)[respont]
Din da c'houzout, fest zo ken benel ha noz. Bianchi-Bihan 29 Ebr 2009 da 09:23 (UTC)[respont]
Prusia a zo skrivet ivez e Geriadur Roparz Hemon. Ne ran nemet gant ar ger-se. Bianchi-Bihan 2 Mae 2009 da 05:15 (UTC)[respont]
Ya, met Prus 'zo ar stumm anavezetañ (an hini a vez implijet er yezh komzet), an hini nemetañ e geriadur Favereau, hag an hini a vez implijet er pennadoù all. A-hent all, klasket m'eus pizhoc'h diwar-benn fest : Hervez Favereau e c'hall bout gourel pe benel. "FEST+ [fest] g. (&b.)" : meneget eo ar stumm gourel da gentañ. A galon. Ballon845 2 Mae 2009 da 05:42 (UTC)[respont]
  • Ma "c'hell" bezañ benel eo benel ivez, ha n'eus abeg ebet da gemm, nemet evit terriñ penn an dud. Hag estroc'h evit Geriadur Favereau zo.
  • Prus 'zo ar stumm anavezetañ n'eo ket brezhoneg mat, na komzet na skrivet.
  • Prusia eo anv ar pennad
  • "pishoc'h", ha neket "pizhoc'h", hervez Yezhadur Favereau.

Bianchi-Bihan 2 Mae 2009 da 11:51 (UTC)[respont]

  • "Ma "c'hell" bezañ benel eo benel ivez" : Me 'zo a-du, met "ma c'hell bezañ gourel, eo gourel ivez", ha paneogwir e oa gourel ar stumm kentañ, "n'eus abeg ebet da gemm, nemet evit terriñ penn an dud".
  • Marse n'eo ket Prus "brezhoneg mat, na komzet na skrivet" evidout, met biskoazh n'em eus klevet Prusia pa oan yaouank, hag e veze komzet brezhoneg bemdez en-dro din.
  • "pishoc'h", er yezhadur Favereau, 'zo un doare-skrivañ etrerannyezhel ; evidon-me, ober a ran gant ar peurunvan.
A galon. Ballon845 2 Mae 2009 da 14:56 (UTC)[respont]
Pishoc'h a vez lavaret e brezhoneg ha skrivet en holl doareoù-skrivañ. Sell e n'eus forzh peseurt yezhadur. Ma kavez ar c'hontrol, lavar din. Bianchi-Bihan 9 Mae 2009 da 04:53 (UTC)[respont]

Lenn: [[1]]. A galon. Bianchi-Bihan 9 Mae 2009 da 04:53 (UTC)[respont]