Kaozeadenn Implijer:90.32.38.208
Salud, Perak kemm italian en italian ?????!!!!!--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 20:15 (UTC)
- > Didalvez eo ar bajenn italian, pa gas da Italia. Trucherezh penn-da-benn da geñver an niver a bennadoù er Wikipedia brezhoek eo seurt adkasoù. --90.32.38.208 13 Eos 2016 da 19:55 (UTC)
Trucherezh penn-da-benn ?????!!!!! ne gomprenan takenn. Boulc'het e oa bet ar bajenn ganin ha skrivet "[...] ul loenoniour hag ur mezeg italian." en abeg d'an adkas eeun da Italia (bet krouet pell amzer 'zo, e miz Here 2007 !), ken aes ha tra. Perak dont da gemm en Italia|italian da c'houde ?--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2016 da 20:08 (UTC)
- >Adlennit pizh ar pezh am boa skrivet amañ a-uc'h, me ho ped : koulz skrivañ [[Italian|italian]] da gas al lennerion d'ar pennad Italia war-eeun, kuit dezho a dremen dre un adkas Italian a zo didalvez, ha pa vefe bet krouet e 2007. Ur c'holl amzer evit neb a zo boas da labourat gant an Internet ; trucherezh en abeg d'ur bajenn a gont evit 1 ouzhpenn padal ne servij da netra. --90.32.38.208 13 Eos 2016 da 20:46 (UTC)
Ho savboent an hini eo. Ur souezh eo din lenn ar ger "trucherezh" rak ne ran ket van eus an niver a bennadoù boulc'het/krouet ganin : gwell eo ganin klask chom kempoell ha diaes eo.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Eos 2016 da 07:27 (UTC)
Salud, Ha gallout a rafec'h displegañ ho kemmoù — "[...], a oa ur beajour, ul loenoniour hag ur mezeg italian." — mar plij ganeoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2016 da 19:36 (UTC)
- > Ur gallegadur eo ar bomm « a oa ur beajour, loenoniour ha mezeg italian » — reizh eo dre c'houstav e galleg (était un voyageur, (un) zoologue et (un) médecin italien), met ne c'hall ket mont en-dro e brezhoneg en abeg da « ul leononiour ».
- OK, gallegadurioù a-seurt-se zo a-leizh er Wiki brezhonek, war a welan ; ul *labour leun-amzer (saoznegadur diwar full-time job) e vefe reizhañ an holl anezho ! --90.32.38.208 13 Eos 2016 da 19:55 (UTC)
Feiz ! n'on ket peursur da vezañ plomet ar ger "goustav", tennet eus "dre c'houstav", emaon o paouez kavout e geriadur enlinenn Preder...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2016 da 20:23 (UTC)
- >Ma, e geriadur Ménard emañ ivez. --90.32.38.208 13 Eos 2016 da 20:46 (UTC)
Re wir. Aesoc'h eo kavout ur ger bennak en ur geriadur "Dictionnaire Français-Breton" avat pan ouzer petra resis emeur o klask. N'ouvezen ket ar ger "goustav", ken eeun ha tra...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Eos 2016 da 07:18 (UTC)
- Ur gallegadur ... gallegadurioù ... saoznegadur... full-time job e vefe reizhañ an holl anezho ! a skriv 90.32.38.208... Gwir bater a lavar. Gallekadur, brezhonekadur, e Geriadur an Here. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Eos 2016 da 09:20 (UTC)
- Kostez ! "Gallegadur" ha "gallekadur" zo e Geriadur an Here, ha ne dalvezont ket ar memes tra !
- S K U I Z H U S !--Prieladkozh (kaozeal) 14 Eos 2016 da 09:57 (UTC)
- Lakaomp. Met ar gentel yezhadur roet gant hon den kuzh a rank bezañ en ul levr ken kuzh all. Din eo brezhoneg mat, se a ra un ali personel a-enep ma hini, neuze : rampo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Eos 2016 da 13:59 (UTC)
- S K U I Z H U S !--Prieladkozh (kaozeal) 14 Eos 2016 da 09:57 (UTC)
- Kostez ! "Gallegadur" ha "gallekadur" zo e Geriadur an Here, ha ne dalvezont ket ar memes tra !
O vezañ ma hañvalit bezañ ran gant ar reizhadennoù, ar pezh n'hall ket bezañ ur rebech e mod ebet, marteze e c'hellfec'h ober war-dro ar pennad GeoGuessr. Ezhomm zo, 'm eus aon...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2016 da 19:45 (UTC)
- > N'on ket ken ran-se, hegaset ne lavaran ket. Teuler ur sell a rin. --90.32.38.208 13 Eos 2016 da 19:56 (UTC)
Hegaset ? Ne gomprenan ket mat.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Eos 2016 da 19:59 (UTC)
- >Not the sharpest tool on the rack, a lavarfed ba'du-m'. Dres ar pezh emaoc'h o vouslavarout (n'eus ket eus *mouskrivañ, siwazh d'ar brezhoneg) pa'm aliit da reizhañ ar pennad GeoGuess (graet eo) : fazioù mantrus zo war kement pennad am eus lennet dre bouezañ war al liamm "Ur bajenn dre zegouezh" ; gallegadurioù zo e pep lec'h ; gerioù zo bet ijinet – roud ebet anezho e kement geriadur zo – hag an holl zo bet studiet ganin abaoe ar c'heid, ma micher eo –, lod pennadoù ponner ez eus yezhoù arall kuzhet etre merkoù <!-- --> en hanter anezho (10kB > 5 kB)... Trucherezh penn-da-benn eo ar Wikipedia brezhonek. Nes komz eus ar pennadoù diniver n'int ket holloueziadurel peogwir ne roont daveenn ebet (troidigezhioù amparfal int, ha n'int ket bet gwiriekaet). Ha kompren a rit bremañ perak e lavaran bout hegaset ? Ya, kompren a rit. Trugarez deoc'h evelkent evit bout lakaet ar goulenn din. --90.32.38.208 13 Eos 2016 da 20:46 (UTC)
Kompren a ran mat-tre, ya. Neuze, perak ne lârit grik p'emaon o kiañ da reizhañ sotonioù (kement ha chom seven) divent an implijer Couiros22 ? Mard eo ho micher ober war-dro ar brezhoneg e tlefec'h bezañ ouzhpenn evezhiek war 'r seurt emzalc'h. Pouezus-kenañ eo degemer pluennoù nevez evit ma kendalc'ho ar WkBzh gant e hent met penaos an diaoul e c'heller lezel un den ken divarrek war hon yezh d'ober n'eus forzh petra e-pad keit amzer ? N'on ket evit kompren...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Eos 2016 da 09:05 (UTC)
- Demat, Respont ebet ?--Prieladkozh (kaozeal) 16 Eos 2016 da 17:03 (UTC)--Prieladkozh (kaozeal) 16 Eos 2016 da 17:03 (UTC)
Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.