Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:88.137.34.111

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

gerioù didalvez a vez implijet!

[kemmañ ar vammenn]

N'on ket laouen tamm ebet!!! O klask traoù diwar benn a douaroniezh e oa ha kavet m'eus oa un den oc'h implijout gerioù 'giz : jeografi, siañs, informatik... mezhus eo pa ouezer ez eus gerioù e brezhoneg hag a zo mil anavezet evit-se. Hiriv an deiz er skolioù 'vez desket an douaroniezh ha ket ar jeografi. Mat vije displegañ dan den e rank pep yezh kaout e gerioueg. keno

Ho emzalc'h ha pizmigadennoù eo a zo mezhus. Ar pennadoù-se zo bet skrivet 2-3 bloaz 'zo gant tud n'emaint ket ken war wikipedia. Ur sapre stourm eo bet lakaat ar wikipedia brezhonek e brezhoneg hag e peurunvan, a-enep d'ar robinhoudegerien; stourm gounezet a drugarez da Fulub, Neal hag un nebeut tud all. Tamm-ha-tamm e vez diverket pe troet ar pennadoù skrivet e briz-vrezhoneg. Chom a ra un nebeut pennadoù fall war a seblant (pas kalz din da c'hoût), met deuit da sikour ac'hanomp e plas pizmigañ! Benoni 17 Ebr 2007 da 11:22 (UTC)[respont]
M'oa ket c'hoant bezañ drouk o laret-se. Mat tre eo d'am soñj ar labour bet kaset da benn gwir eo. Met un tamm chalet on bet o welet ur frazenn en ur pennad :"Bez zo ur ger brezhoneg all, "skiant", implijed gant tud o-deus mezh gant « gerioù galleg » Kavet m'eus-se en ur pennad "Siañs". A-du on sikour un tamm ivez. Plijus eo ouzhpenn reizhañ ouzhpennañ... Digarez c'hoaz d'an holl dud o deus labouret start war Wiki hag e mije feuket o laret kement-se. D'an nebeutañ e ziskouez ez eus tu reiñ e ali hag e z'eus tud vit respont ha tabutal! chañs vat deoc'h!
Demat. Ya kalzig pennadoù zo da wellaat. Ar re er stad washañ a zo renablet amañ: Rummad:Pennadoù da gempenn. Kalon vat dit, ha trugarez evit da sikour. Tu zo dit krouiñ ur c'hont ivez: aesoc'h e vo evit eskemm gant ar wikipedourien all. Lenn kement-mañ da skouer: Skoazell:Kammedoù kentañ. A galon, Benoni 22 Ebr 2007 da 23:47 (UTC)[respont]

Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.