Kangourou rous
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Diprotodontia | ||
| Kerentiad : | Macropodidae | ||
| Genad : | Macropus | ||
| Anv skiantel | |||
| Macropus rufus Desmarest, 1822 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar c'hangourou rous (Macropus rufus) a zo ur bronneg geotdebrer godellek hag a vev en Aostralia. Ar c'hangourou brasañ eo ha, dre se, ar godelleg brasañ war ar memes tro.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvel eo ar par diouzh ar barez. War-dro 85 kg ha 160 cm (uhelder) eo ar par pa n'eo ar barez nemet war-dro 35 kg ha 130 cm. O lost a c'hell bezañ 1 m e hirder.
Cheñch a ra kalz niver ar c'hangouroued rous : etre 5 ha 12 milion diouzh ma vez sec'hor pe get. Ar parezed n'hallont ket engehentañ ma n'eo ket stank a-walc'h ar struzh ha n'eus ket sper gant ar pared pa vez sec'hor.
En em vagañ a ra diwar gwrizioù, delioù ha geot.
Bevañ a ra a-strolladoù etre 2 ha 10 kangourou enno.

