Kangourou-gwez Seri
| |||
|---|---|---|---|
|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Diprotodontia | ||
| Kerentiad : | Macropodidae | ||
| Genad : | Dendrolagus | ||
| Anv skiantel | |||
| Dendrolagus stellarum Flannery & Seri, 1990 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Kangourou-gwez Seri (Dendrolagus stellarum) a zo ur bronneg godellek hag a vev e kreiz Ginea-Nevez.[1]
Pa voe kavet e voe sellet outañ evel ouzh un is-spesad eus kangourou-gwez Doria (Dendrolagus dorianus), met e 2005 e voe anzavet evel spesad gant an denoniour saoz Colin Groves.[1][2]
Dasparzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disheñvel eo dasparzh Dendrolagus stellarum diouzh hini ar c'hangouroued-gwez all, pa n'er c'haver gwezh ebet war dachennoù izeloc'h eget 2600 m. A-is ar vevenn-se e vez nebeutoc'h a ginvi er c'hoadegi hag e vez liesoc'h ar spesadoù gwez.
Den ne oar c'hoazh perak e vev ar c'hangouroued-gwez Seri ken uhel er goadeg[3].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gell teñval-teñval eo feur al loened yaouank, gant ul lost melen splann. A-feur ma koshaont e sklaera liv o lost, ha blev arc'hantet a zeu war o izili, ar pezh a zo un tres dibar d'ar spesad Dendrolagus stellarum.
Arc'hantet-mat eo feur al loened en o oad-gour, a c'hall chom darguzhet en un doare espar peogwir en em vesk o sae gant livioù ar man hag ar c'hinvi e koadegi uhel ar menezioù.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 International Union for Conservation of Nature (en)
- ↑ Colin P. Groves (1993), Order Diprotodontia, el levr :
- Don E. Wilson &, D. M. Reeder, Mammal Species of the World: A Taxonomic and Geographic Reference, Smithsonian Institute, ISBN 978-1-56098-217-3 (en)
- ↑ PapuaWeb, gant ur skeudenn (en)