Kan ar brezhoneg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Kan ar brezhoneg a zo ur ganaouenn bet savet gant Ifig Castel (pozioù bet skrivet asambles gant Jean-Maï Priol hag Alan Tassin; ton: Kost ar c'hoad).

Pozioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Selaouit hag e klevfet
Bevet ar brezhoneg
Ur son a zo nevez-savet

Startijenn ha levenez
A zo gant ar Vretoned
Bevet ar brezhoneg

A zo graet d'hor yezh karet
Alc'hwez teñzor ar Gelted

Ha deoc'h-c'hwi eta yaouankiz
Gant banniel ar Vreizhiz

Ma 'peus karantez evit Breizh
Kreiz ho puhez lakait ho yezh

Ur plas en ho puhez bemdeziek
Komzit etrezoc'h tudoù yac'h-pesk

Ha neuze c'hwi tud a oar
Na chomit na mut na bouzar

Me ho ped 'ta sikouret
Ar re a c'houll bezañ desket

Ha deoc'h-chwi eta sonerien
Pe kanerien pe dañserien

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • A greiz kalon, Tud Bro Dreger 1, (kanet gant Ifig Castel)
  • Sadorn noz, Silvain Le Roux ha Jacques David, Coop Breizh, 2013

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]