Mont d’an endalc’had

Kamp Choisel

Eus Wikipedia

Kamp Choisel, pe a-wechoù Kamp Kastell-Briant, a oa ur c'hamp-bac'h e-kichen Kastell-Briant e-pad an eil brezel-bed. Miliadoù a dud a bep seurt a dremenas eno etre 1940 ha 1942, prizonidi vreizhat ha gall dreist-holl.

D'ar 17 a viz Mezheven 1940 ec'h erruas ar bagadoù alaman. Lakaet e voe prizonidi-vrezel ennañ, dindan karg ar velestradurezh c'hall, betek ar 14 a viz Genver 1941 ma vejont kaset da Alamagn. Adalek 1941 e voe anvet Centre de séjour surveillé de Choisel, dindan an isprefed, diwallet gant archerien c'hall. Kantreidi, prizonidi a wir boutin ha prizonidi bolitikel a voe bac'het, komunourien dreist-holl, betek 1942. Serret e voe d'ar 15 a viz Even 1942 ha troet e voe en ur bon lec'haveiñ evit an arme alaman.

E-pad an daou vloaz-se e voe bac'het miliadoù a dud a bep seurt, treuzkaset prizonidi zo eus un eil kamp d'egile, ha fuzuilhet lod all evit abegoù politikel, en o zouez an doktor Jacq ha Guy Môquet.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]