Kalliroe
Neuz
Kalliroe zo un anv eus mojennoù Hellaz kozh, a c'hell bezañ
- Kalliroe zo un Okeanidenn a oa mamm da c'h-Geryon hag Ec'hidna,
- Kalliroe, merc'h Ac'heloos, a zimezas da Alkmaion hag a oa mamm Akarnan hag Amfoteros,
- Kalliroe, merc'h an doue-stêr Skamandros hag an nimfenn Idaea; gwreg pe mamm Tros e oa (hervez an oberourien) ha pevar bugel he doe digantañ: Kleopatra, Ilos, Assarakos, ha Ganymedes. Hervez skrivagnerien zo eo mab dezhi e oa Tros dre Eric'hthonios.
- d'ur plac'h eus kêr Kalydon a voe kiriek da varv he dousig hag en em lazhas gant ar glac'har, gwelout mojenn Koresos ha Kalliroe,
- Kalliroe, merc'h Lykos, priñsez eus Lybia a roas he skoazell da z-Diomedes.
Steredoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Callirrhoe, unan eus loarioù ar blanedenn Yaou.