Akarnan

Eus Wikipedia

Akarnan (henc'hresianeg : Ἀκαρνάν Akarnán) a oa mab da Alkmeon, unan eus an Epigoned, ha da gKalliroe.

Pa voe lazhet he gwaz gant Fegeüs ez eas Kalliroe da aspediñ Zeus da dreiñ he mibien, bugaligoù anezho, Akarnan hag Amfoteros, e gwazed.

Kerkent ha deuet bras ha kreñv ez eas an daou vab da lazhañ Fegeüs hag e vibien.

Sevel a rejont neuze rouantelezh Akarnania.