Kaerell kof melen
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||
| Genad : | Mustela | ||
| Anv skiantel | |||
| Mustela kathiah Hodgson, 1835 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar gaerell kof melen (Mustela kathiah) zo ur c'higdebrer bihan e kerentiad ar mustelideged a vev e gevred Azia eus norzh Pakistan betek su Vietnam. Er rannvroioù meneziek e kaver anezhi, etre 1800 ha 4000 m.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Muzuliañ a ra ar gaerell kof melen war-dro 25 cm ha pouezañ war-dro 1,5 kg. Heñvel eo dre he feson ouzh kaerell Europa met gell-du eo he blevenn gant ur c'hof melen. Sklaeroc'h eo ar gouzoug hag ar min.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'anavezer netra diwar-benn gouennadur ar gaerell kof melen. Krediñ a reer eo heñvel ouzh hini an erminig. En em vagañ a ra diwar krignerien ha tud bro-Nepal a vir anezhi en o zi da logota.