Kabaduilh e Kebek e 1918
Kabaduilh e Kebek e 1918, pe Kabaduilhoù enep enluadeg Kebek, a oa bet etre an 28 a viz Meurzh hag an 2 a viz Ebrel 1918 e Kebek (Kanada) dre ma oa kounnar a-enep enrolladur soudarded en arme ganadian. E-tro 15 000 dibuner a oa bet ha goude kabaduilh e oa bet 4 den lazhet ha 75 gloazet.
An darvoud a zo chomet evel unan pouezus hag arouezius eus enebadur tud Kebek o welet soudarded enrollet evit mont e servij arme Kanada e-pad ar Brezel-bed kentañ. An istorourien a glask kompren hiziv c'hoazh red an darvoudoù. Ar pezh a chom anat evito eo an darvoud a zo un arouez eus ar vroadelouriezh kebekat.
Gouzañverien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dud lazhet a oa bet stoket gant boledo-tarzh : Honoré Bergeron (49 bloaz), kalvez ha tad da 6 bugel, Alexandre Bussières (25 bloaz), mekanikour er Canadian National Railways ha nevez dimezet, Édouard Tremblay (23 bloaz), studier er skol deknikel, Georges Demeule (14 vloaz), mab ul labourer peur botaouer [1],[2]