Mont d’an endalc’had

Kab Leeuwin

Eus Wikipedia
Tour-tan ar C'hab Leeuwin
Pelec'h emañ ar C'hab Leeuwin e mervent Aostralia

Ar c'hab Leeuwin (distaget [ˈluːwɪn] e saozneg) zo ur beg-douar e mervent Aostralia, ar beg-douar pellañ er mervent er vro-se.

Emañ e-touez ar "c'haboù bras" ma tremen ar voraerien a ra tro ar bed, a-gevret gant Kab ar Spi Mat hag ar C'hab Horn.

Anvet e voe "Kab Leeuwin", e 1801, gant Matthew Flinders, en anv ur galion eus an Izelvroioù, al Leeuwin (al "Leonez"), a oa bet o verdeiñ a-hed aodoù mervent Aostralia e miz Meurzh 1622, evit sevel kartennoù eus ar vro.

Un tour-tan zo eno. Evit tud Aostralia e verk ar beg-douar-se ar vevenn etre Meurvor Indez ha Meurvor ar Su.

En donvor d'ar c'hab Leeuwin emañ an inizi Sant-Alouarn, anvet evel-se en anv ar moraer breizhat Louis Aleno de Saint-Aloüarn a oa bet oc'h ergerzhet an tolead e 1772.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]