Kab
Neuz
Kab (kap a-wechoù) zo un anv brezhonek, deuet eus ar ger latin caput (penn), a vez graet eus meur a dra.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kab a vez graet eus ur beg-douar en arvor,
- eus ar C'hab Sizun
- ma vez graet Kaper eus un den eus ar vro-se (Kaperien el liester), evel a zo meneget e-barzh oberennoù zo, evel an danevell Eur C'haper droch, gant Ivon Krog, e-barzh e levr Eur Zac'had Marvailhou, pe Eñvorennoù ur C'haper droch, gant Eugène Chalm
- ma vez graet Kapenn eus ar plac'h eus ar vro
- hag a gaver en anv Kêr ar C'hab, kêr-benn barlamantel Suafrika
Dilhad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kab a vez lâret ivez eus dilhad, a c'holo ar penn a-wechoù, an divskoaz a-wechoù all, gwelout
- kap (dilhad)
- kabell
- kabig
- ar penngab, a wisk ar penn
Ardamezouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kab a vez lavaret en ardamezouriezh evit ar pezh a c'holo lodenn grec'h ar skoed, gwelet kab (ardamezouriezh)