Yezekael
Neuz
(Adkaset eus Judikael)
Yezekael, pe Judikael a zo un anv-badez brezhonek. Anaout a reer ar stumm gallekaet Judicael.
Gwrizienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo diwar ar gerioù henvrezhonek iudic, (aet da iuzik), eus iud, a dalv kement hag "aotrou", ha hael, a dalv kement ha "brokus".
Rouaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri den, daou roue hag ur c'hont zo anavezet en anv-se en istor Breizh:
- Yezekael, roue Domnonea, 590-658.
- Yezekael, roue Breizh, 876-888
- Yezekael Naoned, kont Naoned, 974-1004
- Judikael Gwened, eskob Gwened
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deuet eo an anv-badez da vout un anv-tiegezh, dezhañ meur a stumm :
- Jezekel, pe Jézéquel
- Jikael, pe Jikel, pe Gicquel, an anv en dije roet Jekyll, e romant Stevenson
- Juel
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne vez ket roet an anv-badez ken, marteze abalamour ma'z eo anavezet gwelloc'h evel anv-tiegezh.