Jud, breur Jakez, eskob Jeruzalem
Jud a vefe bet ur breur da Jakez, eskob Jeruzalem[1]. hervez digoradur Maodez Glanndour d'al Lizheroù Katolik ha gantañ e vefe bet skrivet Lizher Sant Jud.
Heñvel a lenner en digoradur d'al Lizheroù Katolik a gaver er "Bible de Jérusalem"[2].
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour :
" Daoust hag an abostol Jud eo an hini a zo bet oberour al lizher-mañ ? Aes e oa en krediñ ha kredet eo bet. Met o sellout tostoc'h, e welomp n'eus e talbenn al lizher, ano ebet eus ur garg a abostol ; zoken er gwerzad 17, e seblant an oberour en em sellout evel er-maez eus strollad an ebestel. oc'h adlenn ivez gant evezh Tadoù kentañ an Iliz, e teuer da soñjal n'eo ket an abostol Jud en deus skrivet al lizher-mañ, met unan all a zo breur da sant Jakez, eskob kentañ Jeruzalem, hemañ ivez disheñvel diouzh Jakez, mab Alfae, ha diouzh Jakez, mab Zebedea. Jakez eskob Jeruzalem hag e vreur Jud, kendirvi d'ar C'hrist, eo ar re meneget gant Mazhev 13, 55 ha Mark 6, 3. O vezañ bet diskibion ar salver a-dal ar penn kentañ e komprener mat al levezon, hag ar c'hargoù a-bouez o deus bet en Iliz kentañ (sell. ouzh I Kor. 2, 5)."
Ne ouzer ket kalz muioc'h diwar e benn.
Lakaet eo bet war roll ar sent gant an iliz katolik.
Notennoù ha Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 536
- ↑ (fr) La Bible de Jérusalem, Cerf, embannadur 1998 98, p 2081